Urzh Santiago
Neuz
Urzh Santiago zo un urzh marc'heien gatolik, e Spagn ha Portugal, krouet war-dro 1160, e Galiza, gant tud hag a felle dezho gwareziñ ar birc'hirined a gerzhe war-du Santiago de Compostela ha reiñ bod diogel dezho.
Treiñ a reas an urzh en ur benveg garedoniñ servijerien fealañ rouaned Spagn. Diego Velázquez, livour ar roue er XVIIvet kantved, ha Manuel Godoy, ministr e dibenn an XVIIIvet, a oa marc'heien Santiago.
Hiziv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En XIXvet kantved e voe staget madoù an urzh ouzh ar gurunenn.
Bev eo an urzh hiziv hogen n'eo netra nemet un urzh a enor ken.