Quispe Sisa

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Quispe Sisa, ganet e-tro 1518 hag aet da Anaon e 1559, brudet ivez dre an anv Inés Huaylas Yupanqui, a oa ur briñsez Inka. Sikouret he devoa ar spagnoliz da vezañ mestr war an impalaeriezh inka.

E Palez an aloubadeg (Palacio de la Conquista) e Trujillo, e Bro-Spagn e kaver delwennoù anezhi. Kavout a reer ivez delwennoù eus Francisca Pizarro Yupanqui.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Merc'h e oa d'ar Sapa Inka Huayna Capac ha d'ar briñsez Paccha Duchicela hervez lod, pe d'ar briñsez Contarguacho hervez lod all. Badezet e voe evel Inés Huaylas Yupanqui pa voe roet da bried yaouank d'ar C'honkistador Francisco Pizarro gant he breur Atahualpa. Bevet he devoa gant Pizarro betek 1537.

E 1534 e voe ganet Francisca Pizarro Yupanqui, ha Gonzalo Pizarro er bloaz goude. Dispartiet diouzh Pizarro, e timezas, e 1538, gant ar C'honkistador Francisco de Ampuero. Etre 1538 ha 1541 e c'hanas tri bugel all, Martín Alonso de Ampuero, Josefa de Ampuero ha Francisco de Ampuero.

Sez Lima[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-pad Sez Lima gant Manco Inca Yupanqui, Quispe Sisa he devoa kaset meur a zen da c'houlenn sikour digant he mamm e Huaylas. D'an 12 a viz Gwengolo 1536, he mamm Contarhucho a gase ul lu evit reiñ harp da Bizarro da zifenn Lima.

Diskennidi[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-touez an diskenidi eeun, gant gwad Inka roueel, tri anezho a voe pennoù politikel uhel e Suamerika e-pad an XIXvet hag XXvet kantved : prezidant ar Republik Dominikan, José Desiderio Valverde, prezidanted Bolivia Pedro José Domingo de Guerra ha Jose Gutierrez Guerra.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Alvaro Vargas Llosa, La Mestiza de Pizarro: una mestiza entre dos mundos (2003) (ISBN: 84-03-09342-X)