Impalaeriezh inka

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
An Impalaeriezh inka en he brasañ.

An Impalaeriezh inka (quechua : Tawantinsuyu, "Ar peder rannvro"), a oa bet impalaeriezh vrasañ ar sevenadurezh rakkolombian. Marteze e vefe bet an impalaeriezh ledanañ er bed a-raok ar XVIvet kantved. Lec'h kreiz melestradurez politikel ha milourel an Impalaeriezh inka a oa lec'hiet e Qusqu, hiziv e Perou. Ar gevredigezh inka a oa bet ganet e menezioù Perou e-tro penn-kentañ an XIIIvet kantved. Al lec'h kreñv diwezhañ a voe aloubet gant ar Spagnoled e 1572.

Adalek 1438 betek 1533, an Inkaed a oa deuet a-benn da aloubiñ douaroù e-leizh e kornôg Suamerika, dreist-holl tro-dro an Andoù. Aloubet e oa bet an douaroù dre ar brezel pe dre ur c'hendeuziñ hep feulster.

An ekonomiezh inka a vez diskrivet evel "gladdalc'hel, sklavel, sokialour (tabut a zo etre skeudenn ar "baradoz sokialour" hag an "diranelezh sokialour"). Darn eus an ekonomiezh ne implije ket ar moneiz nag ar marc'hadoù. E-lec'h se e veze implijet eskemmoù eeun marc'hadourezhioù ha servijoù. Diazezet e oa an ekonomiezh war al liammoù etre hiniennoù, strolladoù tud ha renerien inka an ekonomiezh. An "Tailhoù" a oa e stumm labourioù ret un hinienn evit an Impalaeriezh. Lezennourien an Inkaed (a oa normalamant perc'henned an holl vinvioù produiñ) a oa rediet da bourvezi­ñ boued d'al labourerien, koulz hag evaj dreist-holl e-pad festoù bras, rediet e oant ivez da gavout douar a-walc'h evit o holl sujedoù.

Endroadur an Impalaeriezh inka (1438-1527).

Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An Inkaed a rae Tawantinsuyu, "ar pevar suyu" eus an impalaeriezh. "Ar pevar suyu" a dalveze kement hag "ar peder rannvro". Pevar c'horn rannvroioù an Impalaeriezh a geje er gêr-benn. Ar pevar "suyu" a oa : Chinchaysuyu (norzh), Antisuyu (reter ; janglenn an Amazonia), Qullasuyu (su) ha Kuntisuyu (kornôg).

Peder rannvro an Impalaeriezh.

An anv Tawantinsuyu a oa implijet gant ar meneg unvaniezh proviñsoù. Ar Spagnoliz a droe an anv gant Tahuatinsuyo pe Tahuatinsuyu.

Ar ger Inka a talvez kement ha "rener" pe "aotrou" er yezh Quechua hag a oa implijet evit termeniñ ar c'hlasoù sokial e penn ar gevredigezh kement hag ar familhoù e penn ar gevredigezh. An Inkaed a oa bihan o niver e-keñver hollad poblañs an impalaeriezh, e-tro 15 000 betek 40 000 d'ar muiañ. Mistri e oant war ur boblañs a 10 milion a annezidi.

Manco Cápac, Kentañ Inka, 1 eus 14 Poltred ar an impalaerien inka, e-tro kreiz an 18vet kantved. Brooklyn Museum

Ar Spagnoliz a degemeras an anv evel doare da dermeniñ hollad poblañs an impalaeriezh (sell gouennel) kentoc'h evit ar sell gwirion. Setu penaos evito an "Imperio inca" ("Impalaeriezh inka") a oa un doare simpl da envel an nasion a oa bet aloubet gante.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Orinoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar bobl Inka a oa ur boblañs paotred-deñved a orin eus Cusco en 12vet kantved. Hervez an istor inka (a oa dre gomz) e vez kaoz eus teir mougev evel lec'h orin d'ar boblad. Ar vougev kreiz Te Tampu T'uqu (Tambo Tocco) a oa anvet Qhapaq T'uqu ("lec'h pennañ", skrivet e vez raloc'h Capac Tocco). Ar vougevioù all a oa graet Maras T'uqu (Maras Tocco) ha Sutiq T'uqu (Sutic Tocco) anezho.

Pevar breur ha peder c'hoar a oa deuet e-maez ar vougev greiz. Ar re-se a oa: Ayar Manco, Ayar Cachi, Ayar Awqa (Ayar Auca) hag Ayar Uchu; bez e oa ivez Mama Ocllo, Mama Raua, Mama Huaco ha Mama Qura (Mama Cora). Eus ar mougevioù all e oa deuet er-maez an dud a zeuio da vezañ ar c'hlanioù Inka.