Mont d’an endalc’had

Prosper Garnot

Eus Wikipedia

Prosper Garnot[1], bet ganet d'an 18 a viz Genver 1794 e Brest (Penn-ar-Bed, Breizh) hag aet da Anaon d'an 8 a viz Here 1838 e Pariz (Seine, Frañs) a oa un naturour hag ur surjian-mor[2] breizhat.

Mont a reas da skoazeller surjian d'ar 6 a viz Mae 1811 ha dre ma tiskouele bezañ barrek war skiantoù an natur e voe anvet war ar gorvetenn La Coquille d'an 19 a viz Ebrel 1822. Dindan renerezh an ofiser a vor Louis Isidore Duperrey (1786-1865) e kemeras perzh en dro en-dro d'ar bed a reas al lestr gall adalek an 11 a viz Eost 1822 betek ar 24 a viz Ebrel 1825. Paket e voe gant ar red-kof da-geñver un ehan e Paita (e gwalarn Perou), ar pezh e redias da zilezel an ergerzhadenn kenkent hag arruet e Brazil izelvroat. Distreiñ a reas da Europa war bourzh ar vag saoz Castle Forbes a reas peñse er-maez da gKab ar Spi Mat e miz Gouere 1824 : d'an degouezh-se e voe kollet un darn eus ar spesadoù a oa bet dastumet, a-gevret gant al loenoniour René Primevère Lesson, er Meurvor Habask hag e Suamerika.
E 1827, dre ned ae ket war wellaat e yec'hed e c'houlennas bezañ anvet en Antilhez, e-lec'h ma c'hellas ober war-dro oberatadennoù a bep seurt ha gwilioudoù. Klañvoc'h-klañvañ e voe ret dezhañ distreiñ da Frañs ma voe degemeret evel medisin d'ar 5 a viz Ebrel 1828.
Abaoe neuze e krogas da skrivañ ha lakaat da embann a bep seurt oberennoù, liammet an holl ouzh ar skiant-prenet bet tapet gantañ a-hed e veajoù. Ne voe ket evit kas an tamm labour-se da benn, diskaret ma voe gant ur c'hleñved an avu.

Roet e voe dezhañ ar rez a varc'heg en Urzh broadel al legion a Enor d'an 30 a viz Eost 1829[3].

Listenn al laboused studiet gantañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
P : Phonygammus[4].
Centropus menbeki[4], Cinclodes antarcticus, Corvus tristis[4],
  • H
Haematopus leucopodus (morbig Patagonia), Hemiprocne mystacea[4] (glaouer-gwez mourraouek), Henicopernis longicauda (skilvaou lost hir),
Muscisaxicola maclovianus, Myzomela eques[4],
  • P
Patagioenas araucana[4], Petroica longipes[4], Phalacrocorax gaimardi, Phonygammus keraudrenii[4], Pitohui kirhocephalus[4], Podiceps occipitalis,

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]