Seine (departamant)

Eus Wikipedia
Departamant ar Seine, rannet etre an departamantoù nevez e 1968.

Ar Seine a zo un departamant kozh eus Bro-C'hall, torret d'ar 1añ a viz Genver 1968 evit sevel tri departamant nevez, Hauts-de-Seine, Seine-Saint-Denis ha Pariz, hemañ ziwezhañ a glot gant kumun Pariz. Enklozet e oa departamant er Seine e hini ar Seine-et-Oise. Krouet e oa an departamant e 1790 gant an anv "Paris" hag e 1795 e oa bet anvet "Seine", diwar-lerc'h anv gallek ar stêr Saena a dremen drezañ.

Skoed departamant ar Seine.