Penn-ar-Bed
Penn-ar-Bed | |
---|---|
![]() | |
Anv gallek (ofisiel) | Finistère |
Bro | ![]() |
Melestradurezh | |
Riez | ![]() |
Rannvro | Rannvro Breizh |
Pennlec'h (prefeti) |
Kemper |
Isprefetioù | Brest Kastellin Montroulez |
Prezidant ar c'huzul-departamant | Nathalie Sarrabezolles (PS) |
Prefed | Pascal Lelarge |
Kod EBSSA | 29 |
Kod ISO 3166-2 | FR-29 |
Kod Eurostat NUTS-3 | FR522 |
Poblañsouriezh | |
Poblañs | 917 179 ann. (2020)[1] |
Stankter | 136 ann./km² |
Douaroniezh | |
Kenurzhiennoù | |
Gorread | 6 733 km² |
Adrannoù | |
Arondisamantoù | 4 |
Pastelloù-bro | 8 |
Kantonioù | 27 |
Etrekumuniezhioù | 21 |
Kumunioù | 279 |
kemmañ ![]() |
Penn-ar-Bed (distaget: [ˌpɛnarˈbeːt]), Finistère e galleg hag ent-ofisiel (distaget: [fi.nis.tɛʁ]), a zo unan eus ar pemp departamant a oa bet savet e Breizh da heul ar Reveulzi c'hall. E kornaoueg ar vro emañ, Kemper eo ar pennlec'h anezhañ, hag an 29 an niverenn roet dezhañ.
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar Brezoneg er Skol[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1934-1936: ar c'huzul-departamant a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[2].
Bremañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 51 gumun a zo ur skol Diwan pe ur skol zivyezhek enno. 3,8% eus bugale an departamant a zo ganti er c'hentañ derez. Ofis Publik ar Brezhoneg
- Ar skritelladur a zo ul lodenn diouti e brezhoneg e Penn-ar-Bed, dreist-holl skritelloù ar c'humunioù.
- E 1999 e oa bet graet un enklask gant an INSEE hag e oa bet kavet e oa tro 132 000 brezhoneger e departamant Penn-ar-Bed. Er bloavezh 2005 e oa 4 333 skoliad en hentennoù Diwan ha divyezhek.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Krouet eo bet e 1790 diwar rannadenn proviñs Breizh etre pemp departamant. Ar prefeti a zo bet staliet e Kemper, hag ar prefeti mor e Brest. Anvet eo bet diwar un anv kozh roet er Grennamzer da Veg Lokmazhe (e kumun Plougonvelen) bet kredet bezañ ar c'hornôkañ lec'h e kevandir Eurazia, houmañ lakaet da lodenn bennañ ar bed. Hiziv an deiz emañ perzh eus Rannvro Breizh.
Evit sevel departamant Penn-ar-Bed ez eus bet kemeret ul lodenn vras eus Kerne, er su, kontelezh hag eskopti kozh Bro-Leon penn-da-benn, er biz ul lodenn eus Bro-Dreger, hag ul lodennig eus Bro-Wened er gevred, e-tro an Arzhanaou.
Istor melestradurel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 27 a viz Genver 1790 - Diviz kannaded Breizh war harzoù departamant Penn-ar-Bed (rannadur Bro-Dreger koulz hag hini senesaliezh Karaez ha kanton an Arzhanaou distaget diouzh Bro-Wened);
- 20 a viz Eost 1790 - Kemper lakaet da bennlec'h Penn-ar-Bed gant ar Vodadeg Vroadel Bonreizhañ a-enep tuidi Landerne;
- 17 a viz Gouere 1793 - Goude m'eo bet kaset d'al lezvarn melestrerien Penn-ar-Bed emañ staliet ar C'hengor melestradurel e Landerne, met chom a ra an darn vuiañ eus ar paperennoù e Kemper adanvet "Montagne-sur-Odet";
- 22 Mae|22 a viz Mae 1794 - 26 melestrer Penn-ar-Bed dibennet e Brest evit bezañ bet kevrededourien;
- 5 a viz Du 1794 - Kemper adlakaet da bennlec'h gant ar Goñvañsion Vroadel;
- 17 a viz C'hwevrer 1800 (28 Pluviôse, An VIII) - Lezenn war ar rannadur melestradurel e Bro-Chall : ur prefed lakaet e penn melestradurioù an departamantoù ha krouidigezh an arondisamantoù gant un isprefed war ar bazenn uhelañ - Roll an arondisamantoù : Kemper, Brest, Kastellin, Montroulez, Kemperle.
- 1857 - Staget eo Lokunole ouzh Penn-ar-Bed;
- 1926 - Lamet eo Kemperle diouzh roll an arondisamantoù;
- 1973 - Brest hag ar c'humunioù war he zro bodet er Kumuniezh kêrioù Brest;
- 6 a viz C'hwevrer 1999 - Kentañ lezenn war bodañ ar c'humunioù e kumuniezhioù kumunioù - War ar prantad 2000-2003 e padas an divizoù a-raok ma vo goloet an departamant a-bezh. N'eus nemet teir c'humun chomet er-maez eus ur gumuniezh neuze:Enez-Sun, Lokorn[3] hag Enez-Eusa.
Ragistor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E Ploeneg eo bet kavet roudoù koshañ un tan oaled e Europa (deiziataet 400 000 bloaz).
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Dispac'h gall : Lodennet e voe departamant Penn-ar-Bed etre eizh bann; setu amañ o roll: Brest, Karaez-Plougêr, Kemper, Kemperle, Landerne, Lesneven, Montroulez ha Pontekroaz.
Skoed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E ardamezioù a zispak ul leon (ardamez Bro-Leon) tal-ouzh-tal gant ur maout (ardamez Kernev) gant pemp erminig a-us (evit 5 departamant Breizh).
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Kêrioù pennañ (en tu-hont da 10 000 annezad enno)
Kumun | Poblañs (2020
) |
Arondisamant |
---|---|---|
Brest | 139 456 | Arondisamant Brest |
Kemper | 63 473 | Arondisamant Kemper |
Konk-Kerne | 20 209 | Arondisamant Kemper |
Montroulez | 14 709 | Arondisamant Montroulez |
Landerne | 16 025 | Arondisamant Brest |
Douarnenez | 13 956 | Arondisamant Kemper |
Gwipavaz | 15 196 | Arondisamant Brest |
Plougastell-Daoulaz | 13 277 | Arondisamant Brest |
Kemperle | 12 077 | Arondisamant Kemper |
Plouzane | 13 558 | Arondisamant Brest |
Ar Releg-Kerhuon | 11 710 | Arondisamant Brest |
Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Arondisamantoù Penn-ar-Bed
- Kantonioù Penn-ar-Bed
- Etrekumuniezhioù Penn-ar-Bed]
- Kumunioù Penn-ar-Bed
- Kuzulierion jeneral Penn-ar-Bed
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Lec'hienn ar C'huzul-departamant
- Lec'hienn ar stad c'hall en departamant (prefeti)
- Touristañ e Penn-ar-Bed (fr) (en)
Dave ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 264, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
- ↑ Lokorn a zo deuet da vezañ ezel eus Kemper Kumuniezh e 2011.