Beg Lokmazhe
Neuz
Beg Lokmazhe zo ur beg-douar en aod kornôk Bro-Leon, e kumun Plougonvelen. Dirak Beg Lokmazhe e tremen ar bigi a zeu eus Brest hag a ya war-zu an hanternoz.
E Beg Lokmazhe e kaver rivinoù abati Lokmazhe, un tour-tan, un arouezva, un nebeud tiez hag ur monumant e koun ar vartoloded "marvet evit Bro-C'hall" e-pad ar brezelioù.