Mont d’an endalc’had

Kannerez-noz

Eus Wikipedia
Ar c'hannerezed-noz, gant Yan Dargent, eoullivadur e 1861

Ur gannerez-noz zo ur vaouez eus mojennoù Breizh a vez o kannañ en ur poull hag a sach gwazed betek o beuziñ.

Anavezet eo evel Bean Nighe e Skos, Lavandeira Da Noite e Portugal ha Midnight Washerwomen e Bro-Saoz.

Mitologiezh keltiek ar Ouezeled

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skeudennidigezh spesoù merc’hed o walc’hiñ tammoù lien gwadet zo un dra a vez gwelet alies er mitologiezh keltiek. Diskouez a reont emañ ar marv o vont da erruout e-barzh unan deus an emgannoù da zont.

Posubl eo neuze, liammañ etre al livadur hag an doueez Morrigan o walc’hiñ dilhadoù Cúchulainn evit embann e varv.

A-benn ar fin, ar gwalc’herezed a zo, e-barzh ar bed gouezelek ha keltiek, ul liamm etre ar bed marvel hag hini an doue(ze)d hag an haroze(ze)d, divarvel.

Enrolladennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]