Mont d’an endalc’had

Kouign-amann

Eus Wikipedia
Kouign-amann e doare Douarnenez

Ar gouign-amann zo ur gouign fardet gant toaz bara, amann ha sukr. Ur rekipe brudet eus Breizh eo.

Fardet e vez ar gouign-amann gant 40 % toaz bara, goloet gant ur meskaj a 30 % amann damsall ha 30 % sukr, pleget meur a wezh warnañ e-unan da stummañ feilhennoù ha skejet gant ur gontell da dresañ romboù war-c'horre[1].

E-keit ha ma poazh, e-pad un eur da gant ha tri-ugent derez, e tremen ar meskad amann ha sukr a-dreuz ar feilhennoù toaz hag e karamela, ar pezh a ro d'ar wastell-se un tekstur teuzus en diabarzh ha brusk en diavaez[2].

Ijinet e oa bet dre zegouezh gant ur baraer eus Douarnenez anvet Yves-René Scordia war-dro 1860.

Hervez lod e vefe bet ijinet ar gouign-amann war-dro 1860 gant ar boulañjer-pastezer breton Yves-Rene Scordia (1828-1878), eus Douarnenez[3].

Koulskoude, hervez mammennoù all, e vefe bet ijinet ar gouign-se gant Henri Postic, ur boulañjer staliet e kroashent ar straed Kabiten Pezenneg hag ar straed Jean Jaurès e Skaer. Jacques Thorel, a zalc'h ur preti er Roc'h-Bernez, en defe kavet ur rekipe eus Skaer eus 1848, met marteze e oa anezhi a-raok. Hervez ar vrud e veze ar wastell a veze kinniget pa veze evet ur banne kafe goude an interamantoù. Merc'h Herri Postig en defe euredet ul liver savadurioù eus Douarnenez ha roet he defe he rekipe d'ur boulañjer eno. Hemañ en dije cheñchet anezhañ diwezhatoc'h ouzh e fardañ gant feilhennoù toaz[4].

Gwezhall, hervez Joseph Thorel, e veze ar c'hiz amanennañ ha sukrañ an dilerc'hioù toaz bara, ha tremenet e vefe ar c'hiz-se er pastezerezh a-vremañ dindan stumm ar gouign-amann[5],[6].

Kouign-amann bitik en ur bastezerezh c'hall eus San Francisco e Kalifornia.

En XXIvet kantved eo tremenet rekipe ar gouign-amann tramor, er Stadoù-Unanet hag er Japan peurgetket[7],[8]. An New York Times en deus gouestlet ur pennad d'ar gouign-amann e 2011, ma ra anezhi "the fattiest pastry in all of Europe." (ar wastell drusañ eus holl Europa)[9]. Lakaet e voe gant ar gelaouenn Food & Wine e 2018 e-mesk ar 40 gwellañ rekipe a-viskoazh[10]. Er Stadoù-Unanet eo bet lakaet an 20 a viz Mezheven da vezañ "Devezh broadel ar C'houign-amann" (National Kouign-Amann Day)[11].

Kemmet eo bet ar rekipe alies avat gant an Amerikaned ha gwerzhet e vez evel kouignouigoù a-vent gant ar gwastilli bihan "Traoù mat" pe hogozik. Bremañ e vez gwerzhet er stumm-se e Pariz ivez.

Daveoù ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. ↑ Mezidi Alem, Cosima (22 a viz Gouere 2019). "Le kouign-amann, un dessert breton délicieusement calorique". Ouest France
  2. ↑ Mezidi Alem, Cosima (22 a viz Gouere 2019). "Le kouign-amann, un dessert breton délicieusement calorique". Ouest France
  3. ↑ Patrom:Lien web
  4. ↑ Le kouign amann une invention scaéroise ! sur letelegramme.fr du 2 décembre 2007
  5. ↑ (2010) Les 100 mots de la gastronomie: 100 mots par 100 chefs, critiques et gastronomes, Que sais-je ?. Presses universitaires de France. ISBN 978-2-13-058504-6. Retrieved on 2024-11-04. 
  6. ↑ Liamm video : Le Kouign Amann de Jacques Thorel, INA.fr], 2024-11-04
  7. ↑ Patrom:Lien web
  8. ↑ Patrom:Lien web.
  9. ↑ Brendan Speiegel, « A Pastry From Brittany, Making Waves Stateside », e The New York Times, d'ar 4 a viz Kerzu 2011, lennet war archive.nytimes.com d'ar 27 a viz Eost 2018
  10. ↑ Thierry Peigné, « États-Unis : le kouign amann cité parmi les 40 meilleures recettes de tous les temps », e France 3 Breizh, d'ar 27 a viz Eost 2018, gwelet war france3-regions.francetvinfo.fr d'ar 27 a viz Eost 2018.
  11. ↑ National Day Calendar

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.