Mont d’an endalc’had

Krampouezh

Eus Wikipedia
Krampouezh
meuz
Iskevrennad euspancake Kemmañ
Rann euskeginerezh gall Kemmañ
Bro orinFrañs Kemmañ
Danvez implijetcow's milk, wheat flour, Vi, amann Kemmañ
Abeg pennañgalette Kemmañ
Hashtagcrepe Kemmañ

Krampouezh zo ur meuz bet boutin war ar maez e Breizh-Izel. Hiziv e vez debret muioc'h e kêr, en tier-krampouezh, pe er gêr.

Ober krampouezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pillig giz nevez

War ur billig, pe ur gleurc'h e vez graet krampouezh. Warni e vez ledet an toaz ha lakaet da boazhat.

Bleud, uioù, ha laezh az a peurliesañ d'ober an toaz. Paket e vo ur banne gant ul loa-bod ha ledet war ar billig (tommet ha lardet en a-raok) gant ur rozell. Ur wech poazhet, troet gant ur spanell pe ur sklisenn, ha poazhet c'hoazh, e vo aozet ar grampouezhenn.

Daou seurt zo : ar c'hrampouezh ed-du, teñval o liv, hag ar c'hrampouezh gwinizh, sklaer pe rous a zo un dibenn-pred saourus.

Debriñ krampouezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur grampouezhenn gant karamel amann sall.

Gwechall e veze debret ar c'hrampouezh hep netra warne, nemet ur vi a-wechoù. Toaz sall a veze, gant bleud gwinizh-du kentoc'h, da zebriñ gant soubenn pe gant chistr. Toaz sukret d'ober krampouezh dous.

Hiriv e vez lakaet traoù a bep seurt war-benn ar c'hrampouezh:

  • amann, fourmaj, kig-moc'h ha vioù a vez lakaet alies war ar c'hrampouezh ed-du,
  • amann, sukr, kaotigell, ha chokolad a lakaer peurliesañ war ar c'hrampouezh gwinizh-gwenn.

E broioù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krampouezh a vez graet e broioù all, hag e doareoù all:

Tiez-krampouezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ti-krampouezh Santez Anna, brudet e kêr Roazhon, amzer zo bet

Debriñ krampouezh a vez graet e tier-krampouezh alies.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger krampouezh er
wikeriadur, ar geriadur frank.