Breizh-Izel

Eus Wikipedia
Breizh-Izel
rannvro istorel
Anv er yezh a orinBreizh-Izel Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
Daveennoù douaroniel48°12′36″N 3°31′48″W Kemmañ
Enebet ouzhBreizh-Uhel Kemmañ
Map

Breizh-Izel eo an anv roet da guzh-heol Breizh, al lodenn e-lec'h ma vez komzet brezhoneg ar muiañ.

Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-gleiz emañ an Norzh war ar gartenn-mañ (1470).

Kartennouriezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En tu kleiz d'ar c'hartennoù e veze lakaet an Norzh gwechall, neuze ar Reter el laez ("uhel") hag ar Gornaoueg en traoñ ("izel").

Yezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur ster yezhel a roer d'an anv alies: bez eo ar vro ma vez komzet brezhoneg, e-skoaz Breizh-Uhel, a zo ur vro e-lec'h ma vez komzet galleg pe ar gallaoueg, eur parlant a zo heñvel-tre deuzoutañ. Da neuze e c'haller teurel evezh

  • ne oa ket Bro-Naoned e Breizh-Uhel penn-da-benn, pa veze komzet brezhoneg e korn-bro Gwenrann gwechall.
  • heñvel gant Bro-Sant-Brieg, pa vez komzet brezhoneg er c'huzh-heol anezhi, e Goueloù,
  • n'emañ ket Bro-Gwened e Breizh-Izel penn-da-benn pa vez komzet galleg er sav-heol anezhi a bell zo.

Ouzhpenn-se

  • ne rae Breizh-Uhel nemet kreskiñ, ha Breizh-Izel nemet koazhañ pezegur eh ae ar gallaoueg war-raok parrez-ha-parrez.