Marz Breizh

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Marz Breizh (768-811), a-raok savidigezh Rouantelezh Breizh gant Nevenoe, e 845.
Kestell war harzoù Breizh

Marz Breizh a voe krouet en VIIIvet kantved, dindan an impalaer Karl Veur. Bodañ a rae kontelezhioù kornôg impalaeriezh ar Franked : kontelezh Gwened, kontelezh Naoned, kontelezh Roazhon, hag un darn eus Maen. En e benn e oa ur prefed (« Britannici limitis praefectus »), hag an hini brudetañ e oa Roland, a vije bet niz d'an impalaer hervez ar vojenn, hag a varvas e 778 e Roncevaux. Aloubet e voe gant Nevenoe ha rouaned Breizh war e lerc'h.

Ur marz all a voe krouet neuze, ennañ Touraine, Anjev ha Maen, dindan Roperzh Teurgn, e 861. Un darn a voe roet da Vreizh gant Feur-emglev Entrammes e 863.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bec'h a save bep an amzer, e Galia gozh, adalek Gwened betek Blois, etre Franked ha Brezhoned abaoe ma oa kouezhet an Impalaeriezh Roman.

E deroù ar VIvet kantved e voe kemeret Bro-Ereg gant Gwereg Iañ, met chom a rae kêr Gwened etre daouarn ar Franked.

E 578 avat e voe kemeret kêr Gwened gant Gwereg II, ha faezhet gantañ arme ar roue frank Chilperig war lez ar stêr Gwilun. Meur a wech e kasas e goskor da breizhañ douaroù frank Roazhon ha Naoned, ma voe kaset un arme frank all da lakaat urzh gant ar roue Guntram e 590. Bec'h a savas etre ar pennoù-brezel Bèpol hag Ebracari, ma voe faezhet ar Franked adarre, goude ma teuas Ebracari a-benn da adkemer Gwened ur pennad.

E 753 e voe kemeret Gwened adarre gant Pepin Grenn, hag aozet gantañ Marz Breizh da ziwall ar rouantelezh frank diouzh troioù-brezel ar Vrezhoned. War-lerc'h ar prefed Grifó e teuas Roland, a varvas e 778 en emgann Roncesvalls a-enep ar Vaskoned.

E 786 e kerzhas ar senesal Audulf a-enep ar Vrezhoned. E 799 e oa Guido Naoned a oa kont ha prefed marz Breizh hag aloubiñ Breizh a reas. Etre 814 ha 818 e oa Lambert Iañ Naoned a oa kont e-lec'h e dad.

Konted ar marzoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lennadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Émile Chénon, « Les marches séparantes d'Anjou, Bretagne, et Poitou », in Nouvelle revue historique de droit français et étranger, 16e année, 1892, p. 18-62, p. 165-211.
  • Léon Levillain, « La Marche de Bretagne, ses marquis et ses comtes », in Annales de Bretagne, vol. 8, n° 58-1, 1951, p. 89-117, lenn enlinenn.
  • René Cintré :
    • « Un exemple de contestation péagère au XVe siècle. Le péage de Champtocé sur Loire, d'après le procès de 1412-1414 », in Annales de Bretagne et des pays de l'Ouest, vol. 92, n° 92-1, 1985, p. 13-25, lenn enlinenn.
    • « Activités économiques dans les marches de Bretagne aux XIVe et XVe siècle », in Annales de Bretagne et des pays de l'Ouest, vol. 101, n° 101-4, 1994, p. 7-36, lenn enlinenn.
    • « Les marches de Bretagne au Moyen Age. Économie, guerre et société en pays de frontière (XIVe-XXe s.) », impr. JMP, Pornichet, 1992
  • Léon Fleuriot, Les origines de la Bretagne, Éd. Payot, 1980. (ISBN 2-228-12710-8)
  • Henri Poisson, Jean-Pierre Le Mat, Histoire de Bretagne, Éd. Coop Breizh, (ISBN 978-2843460913)
  • Joël Cornette, Histoire de la Bretagne et des Bretons. volum 1. Des âges obscurs au règne de Louis XIV, Éd. Seuil, 2005. (ISBN 978-2020548908)