Lambert II Naoned

Eus Wikipedia

Lambert II (war-dro 843-851), a oa kont Naoned ha kont Anjev, eus un tiegezh Franked, a vez graet Widonided anezhañ, hag a zalc'he marz Breizh[1].

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krediñ a reer e oa eil mab Lambert Iañ Naoned[2] hag e bried Rotrudis, ur verc'h da Lotar, mab an impalaer Loeiz an Deol.

Hervez Kronik Naoned « e vije bet maget ha desket hervez doareoù ar Vrezhoned »[3].

En 831 e oa savet e dad a-du gant Lotar a-enep galloud Loeiz an Deol, ma voe tennet e gargoù digantañ gant an impalaer. Mervel a reas Lambert Iañ Naoned‎ e 836.

Da gentañ e oa aet a-du Lambert II gant Lotar evel e dad, met treiñ a reas neuze a-du gant Karl Voal pa deuas da vezañ Impalaer ar C'hornôg, pezh a oa furoc'h, rak e amezeg e oa.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Régine Le Jan Famille et pouvoir dans le monde franc (VIIe-Xe), 1995) (ISBN 2-859442-68-5), Tableau généalogique « Les Widonides », p.441
  2. Noël-Yves Tonnerre Naissance de la Bretagne Presses de l'Université d'Angers (1994) (ISBN 978-2-903075-58-3) p.82
  3. Kronik Naoned, p. 9.