Lambert Iañ Naoned
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Anv e yezh-vamm an den | Lambert I de Nantes |
Anv-bihan | Lamberto |
Titl noblañs | Duged Spoleto, Count of Nantes |
Deiziad ganedigezh | 796 |
Lec'h ganedigezh | Naoned |
Deiziad ar marv | 30 Kzu 836 |
Lec'h ar marv | Kanton Ticino |
Tad | Guy of Nantes |
Breur pe c'hoar | Guiu II de Vannes |
Pried | Adelaide |
Bugel | Lambert II Naoned, Guy I of Spoleto, Itta |
Familh | Guideschi |
Micher | brientin |
Karg | Prefect of the Breton March |
Lambert Iañ a oa kont Naoned, prefed Marz Breizh etre 818 ha 831, war-lerc'h e dad Guy, pe Guido Naoned. Goude e voe dug Spoleto, en Italia, adal 834 betek e varv e 836.
E Breizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 818 edo Lambert gant Loeiz an Deol o vrezeliñ a-enep Morvan Lez-Breizh a embanne bezañ Roue ar Vretoned.
E 822 e voe un emsavadeg all renet gant Wiomarc'h, met e miz Mae 825 ez eas ar Brezhon da douiñ fealded d'an impalaer da Aachen. Lambert avat a reas lazhañ Morvan pa zistroas da Vreizh.
Italia
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 831 p'en em savas Lotar, mab henañ an impalaer Loeiz an Deol a-enep e dad, ez eas Lambert a-du gant ar mab. Neuze e voe « dizenoret »[1] ha harluet e deroù 831, war un dro gant Lotar, da Italia, hag eno e teuas da vezañ dug Spoleto.
Mervel a eure pa gouezhas ur c'hleñved-red war ar vro e 836 pe 837 ken e varvas kalz a uhelidi frank[2].
Dimeziñ ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimezet e oa da Rotrudis (merc'h Lotar Iañ), merc'h da Lotar Iañ[3], ha bugale o doe :
- Guido Iañ Spoleto, marvet e 860,
- Lambert II Naoned,
- Garnier, kont, lazhet e 852,
- Dove, abadez Craon.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- André Chédeville & Hubert Guillotel, La Bretagne des saints et des rois Ve-Xe siècle, Embannadurioù Ouest France (1984) (ISBN 978-2-85882-613-1)
- Régine Le Jan, Famille et pouvoir dans le monde franc (VIIe-Xe siècle), Publications de la Sorbonne, 2002, p. 441 (Tableau généalogique « Les Widonides ») (ISBN 978-2-85944-268-2)
Notennoù ha daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Noël-Yves Tonnerre : Naissance de la Bretagne. Géographie historique et structures sociales de la Bretagne méridionale (Nantais et Vannetais) de la fin du VIIIe à la fin du XIIe siècle, Presses de l'Université d'Angers, 2000, p. 82 (ISBN 978-2-903075-58-3)
- ↑ Janet L. Nelson : Charles le Chauve, Aubier, 1994, p.159 (ISBN 978-2-7007-2261-1)
- ↑ Hervez Eduard Hlawitschka, met hervez tud all e oa dimezet Rotrudis d'e vav Lambert II.