Mont d’an endalc’had

Aachen

Eus Wikipedia
Iliz-veur Aachen

Ur gêr gozh e kornôg Alamagn eo Aachen, pe Aac'hen[1] (Aix-la-Chapelle e galleg hag Aken e nederlandeg, diwar al latin Aquisgranum).

Emañ e rannvro Nordrhein-Westfalen, tost d'an harzoù gant Belgia hag an Izelvroioù. Tremen 260 000 den zo o chom enni[2]. Ur skol-veur teknologiezh zo enni abaoe 1870.

Aachen a oa kêr-benn Karl Veur, penn an Impalaeriezh santel roman german. Pa varvas e 814 e voe beziet Karl Veur en iliz-veur a voe savet gantañ eno e 796.

Kalz a zistruj a voe en Aachen e-pad an Eil Brezel-bed. Homañ eo ar gêr vras kentañ a voe ac'hubet en Alamagn gant Stadunaniz hag ar Gevredidi e 1944.

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. "Aac'hen", KerOfis (Ofis Publik ar Brezhoneg)
  2. Niver e 2023.
Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn.