kêr vras, major regional center, college town, Hanseatic city, kumun kêrel eus Alamagn, urban district of Lower Saxony, district capital, Einheitsgemeinde, independent city of Germany
Emañ ur 80km bennak er gwalarn da z-Dortmund, 45km er biz da v-Münster, ha war-dro 100km er c’hornôg da Hannover. Diazezet eo en un draoñienn en hanternoz da goad Teutoburg. D’an 30 a viz Mezheven 2006 e oa poblet gant 163 357 a dud, ar pezh a rae da Osnabrück bezañ an trede kêr vrasañ e land Niedersachsen (Saks-Izel), goude Hannover ha Braunschweig[1].
Kreskiñ a reas kêr Osnabrück e-kichen an eskopti savet eno gant Karl Veur, roue ar Franked e 780. E 804 e oa bet savet eno, gant Karl Veur, ar Gymnasium Carolinum, a vefe neuze, hervez kont, koshañ skol Alamagn ha koshañ skol Europa. A-raok ar bloavezh 803 e oa deuet kêr da vezañ sez priñs-eskob Osnabrück. En Impalaeriezh Santel Roman e oa priñselezh-eskopti Osnabrück betek 1803.