Heilbronn
Heilbronn (distaget [haɪlˈbʁɔn] zo ur gêr eus Alamagn, e hanternoz stad Baden-Württemberg. Gant war-dro 123 000 a annezidi ez eo ar c'hwec'hvet kêr vrasañ er stad.
Emañ war lez an Neckar. Gwechall e oa ur gêr zieub ("Freie Reichsstadt") eus an Impalaeriezh Santel Roman ; hiziv ez eo kêr-benn Landkreis Heilbronn (distrig Heilbronn), e rannvro Heilbronn-Franken.
Anavezet eo Heilbronn abalamour da vrud ar gwin eus ar c'hornad ha lesanvet e vez Käthchenstadt, diwar anv pezh-c'hoari Heinrich von Kleist Das Käthchen von Heilbronn ("Katellig Heilbronn").
Kêrioù gevellet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù he deus Heilbronn gant ar c'hêrioù-mañ :
Béziers (Bro-C'hall)
Solothurn (Suis)
Stockport (Bro-Saoz)
Frankfurt (Oder) (Alamagn)
Słubice (Polonia)
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Lec'hienn an ti-kêr ((de)