Mont d’an endalc’had

Impalaeriezh santel roman german

Eus Wikipedia
Impalaeriezh santel roman german
bro istorel
Deiziad krouiñ2 C'hwe 962, 25 Kzu 800 Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denSacrum Imperium Romanum, Heiliges Römisches Reich Kemmañ
Anv ofisielSacrum Imperium Romanum, Heiliges Römisches Reich Kemmañ
Anv er yezh a orinSacrum Imperium Romanum Kemmañ
Anv berrHRR, SER, HRE, SRI, SŘŘ Kemmañ
RelijionIliz katolik roman, Luteriegezh, Kalvinouriezh Kemmañ
Perzhiad eFranco-Spanish War, Siege of Vienna, Battle of Rakovník, Siege of Brescia Kemmañ
Anvet diwarImpalaeriezh roman Kemmañ
Den e penn an aozadurImpalaer roman germanek Kemmañ
Kan broadelGott erhalte Franz den Kaiser Kemmañ
KevandirEuropa Kemmañ
StadImpalaeriezh santel roman german Kemmañ
Daveennoù douaroniel50°5′29″N 14°25′20″E Kemmañ
Renad politikelelective monarchy, federal monarchy Kemmañ
Office held by head of stateImpalaer roman germanek Kemmañ
Korf lezenniñImperial Diet Kemmañ
Moneizducat Kemmañ
A zo stok ouzhRepublik an Div Vroad, Kingdom of Hungary, Rouantelezh Bro-C'hall Kemmañ
Raklec'hiet gantMiddle Francia, Frankia ar Reter, Kingdom of Germany Kemmañ
Bet erlec'hiet gantKengevread ar Roen, Rouantelezh Prusia, Impalaeriezh Aostria Kemmañ
Erlec'hiañ a raKingdom of Germany, Frankia ar Reter Kemmañ
Deiziad divodañ6 Eos 1806 Kemmañ
Relijion ofisielIliz katolik roman, Luteriegezh, Kalvinouriezh, Katoligiezh Kemmañ
Rummad evit ar c'hartennoùCategory:Maps of the Holy Roman Empire Kemmañ
Map

An Impalaeriezh santel roman german (alamaneg: Heiliges Römisches Reich pe e latin:Sacrum Imperium Romanum) a oa anv ofisiel an tolpad broioù dindan an Impalaer roman german- (römisch-deutscher Kaiser) adalak ar grennamzer izel betek 1806 pa voe diskaret gant Napoleone Buonaparte. Dont a ra an anv a zeu eus an hoalad karolingat dre e impalaered, ar re-se a c'halle adsevel an Impalaeriezh roman diskaret abaoe ar Vvet kantved met en un doare kristen, setu perak e bet perzheget hennezh "sacrum" pe "heiliges", da lavaret eo: renet gant youl Doue (an doue kristen).

Savet e voe a-hed an impalaeriezh a-hed an Xvet kantved dindan tierniezh an Ottoned é diribin eus ar c'harolingien Frankia ar Reter. Gant ar gurunidigezh Otto Iañ d'an 2 c'hwevrer 962 e Roma e kadarnaas ar mennozh adneveziñ an impalaeriezh roman en-dro. Da gentañ e voa anvet Regnum Teutonicum betek 1184 pa voe krouet an titl a-vremañ. Anvet e veze Nationis Germanicae, pe deutscher Nation e alamaneg. Hennezh a chomas un impalearezh hag e tolpe un toullad rouantelezhigoù bras ha bihan gant pobloù mui-pe-vui disheñvel, e giz-se ne yeas james an impaleareh da vout ur stad unvanet ha kompezet penn-da-benn evel e Frañs.

Da vare he distruj e oa enni an darn vrasañ eus Alamagn, Tchekia, Aostria, Liechtenstein, Slovenia, Belgia, Luksembourg, un tamm mat eus Polonia hag un darn eus an Izelvroioù, ha darnoù eus Bro-C'hall, Italia, Suis.

Ne oa ket stabil gorread an impalaeriezh-se pa oa Alamagn hag Aostria a oa an ahelioù anezhi. E-pad pell e voe enni douaroù Frankia ar Reter hag Italia an Hanternoz, a-raok ma voent distaget diouti.

Tachennad ma en em astenne an Impalaeriezh santel roman german warno betek 1630.
  • Dont a reas war-lerc'h disrann Impalaeriezh ar C'hornôg, a oa bet savet gant ar Garolingidi, hag a voe diskaret e 924. Dre ma felle d'he renerien adsevel an Impalaeriezh roman eo e oa bet lakaet ar ger-se en hec'h anv. Miret e voe ar ger gant an impalaeriezh nevez.
  • Adsavet e voe an impalaeriezh pa voe kurunennet Odon Iañ evel impalaer e 962.
  • Anvet e voe an impalaeriezh "Regnum Teutonicorum" (Rouantelezh an Alamaned) a-wechoù ha "Renovatio regni Francorum" (Nevezadur rouantelezh ar Franked) ivez, evel ma veze skrivet gant an impalaer Herri II war e siell.
  • Dont a ra ar ger Teuton eus ur ger kar d’hon ger « tud », ha reiñ a raio diwezhatoc’h ar ger alamanek « Deutsch ».
  • Voltaire a lavare ne oa ket ar stad-se « na Santel, na Roman, nag un Impalaeriezh »[1].

Pazennoù savidigezh an impalaeriezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kein ul levr en XIvet kantved, arz otonian

Ar briñsed-dilennerien

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
An erer, arouez an Impalaeriezh

Ar c'hêrioù dieub

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ardamezioù ar broioù a yae d'ober an Impalaeriezh, dindan divaskell an erer impalaerel daoubennek.
David de Negker, Augsburg, 1510.

Dugelezhioù o vont da vruzun

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kartenn an Impalaeriezh en 1705

An ensavadurioù anezhi

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kurunenn an Impalaeriezh Santel

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. Ce corps qui s'appelait et qui s'appele encore le saint empire romain n'était en aucune manière ni saint, ni romain, ni empire, Essai sur les moeurs, Voltaire [1]