Krennamzer
Arvez | istor an denelezh |
---|---|
Lec'h | Europa |
Raklec'hiet gant | Henamzer, late antiquity |
Heuliet gant | Azginivelezh arzel, Amzerioù modern, Age of Discovery |
Deiziad kregiñ | 476 |
Deiziad echuiñ | 1500s |
Studiet gant | krennamzerouriezh, istor ar Grennamzer, arkeologiezh ar Grennamzer |
Anaouder WordLift | http://data.thenextweb.com/tnw/entity/middle_ages |
Tikedenn Stack Exchange | https://history.stackexchange.com/questions/tagged/middle-ages |
Ur prantad eus istor Europa eo ar Grennamzer. Hervez boaz an istorourien e krog gant diwezh an Impalaeriezh roman e 476 (digarget e voe Romulus Augustulus, impalaer roman diwezhañ, gant ar Vandaled) hag ec'h echu e 1492 (kavadenn Amerika gant Kristol Goulm (Christoforo Colombo).
Ar barzh italian Francesco Petrarca (1304-1374) eo an hini kentañ en deus meneget ur medium aevum. Evitañ hag evit an denelourien e oa ar prantad diaraok hini ar sevenadur gotek, da lavaret eo ur sevenadur na brizie ket kenedelezh an Henamzer. Ul lavarenn disprizañ e oa hag eo chomet e-pad pell.
Disken ar boblañs, enep-kêriekadur, riñsadenn ar galloud kreiz, an aloubadegoù hag envroañ meuriadoù, a oa kroget e fin an Henamzer, a oa kendalc'het er Grennamzer.
Prantadoù ar Grennamzer
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dre vras e ranner ar Grennamzer evel-henn: