Roma

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Roma
Ar gêr gwelet diwar nij.
Ar gêr gwelet diwar nij.
ArdamezioùBanniel
Anv italianek Roma
Melestradurezh
Bro  Italia
Rannvro Lazio
Proviñs Meurgêr Roma Kêr-benn
Kod ISTAT 058091
Kod post 00118–00199
Maer
Amzer gefridi
Roberto Gualtieri
2016-2021
Lec'hienn web https://comune.roma.it
Poblañsouriezh
Poblañs 2 748 109 ann. (1-1-2017)
Stankter 2 135 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
41° 53′ 35″ Norzh
12° 28′ 58″ Reter
/ 41.8931, 12.4828
Uhelder 21 m
Gorread 1 287 km²
Lec'hiadur
Lec'hiañ ar gêr
Roma


Roma (italianeg Roma), pe Rom[1], eo kêr-benn rannvro Lazio hag hini Italia. Emañ war ar stêr Tiber, nebeutoc'h evit 22 km diouzh ar Mor Kreizdouar. Lesanvet eo Ar Gêr war ar seizh torgenn (Aventino, Celio, Capitolio, Esquilino, Palatino, Quirinale ha Viminale) pe ar Gêr beurbadus. Eno emañ ar Sez Santel (Sez sant Pêr), unan eus kêrioù-penn ar gristeniezh. Kêr-benn div stad eo eta. Sez Aozadur ar Boued hag ar Gounezerezh (ABG) eo ivez.
Hervez ar vitologiezh roman e teufe anv ar gêr diwar hini he diazezer, Romulus. Bloaz an diazezadur a vefe bet -753 hervez ar vojenn, deroù an deiziadur roman resisaet dre an dro-lavar latin ab Urbe condita, « adal diazez ar Gêr ». A-drugarez d'an arkeologiezh ez eus bet diozolet e vije bet unvanet tamm-ha-tamm un nebeud kêriadennoù savet war an torgennoù er mare-se hag a vefe deuet da vezañ Keoded Roma. Henroma zo anavet da gentañ evel ur geoded vihan dindan levezon an Etrusked ha renet gant unan anezhe. Goude dibenn ar rouantelezh e Roma e kresk ar Republik roman betek mestrañ ar pep brasañ eus ar broioù en-dro d'ar Mor Kreizdouar. Dont a ra Roma da vezañ penn an Impalaeriezh roman diwezhatoc'h ha goude-se eus Impalaeriezh roman ar C'hornôg betek 476. Roma a zalc'has goude-se ur roll a-bouez en Istor Europa dre ma oa sez galloud ar babed.

Keoded ar Vatikan (ar Sez santel)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abaoe 1922 ez eus ur Stad eus Keoded ar Vatikan (anv ofisiel) e lec'h ma kaver ar melestradur Stad hag ar Sez santel (italianeg : la Santa Sede), hemañ sez melestradur an Iliz katolik. Un enklozadur eztiriadel eo. Aze emañ ar pab, penn Stad ha penn speredel an Iliz katolik roman ha e velestradurezh kreiz. E tiriad Keoded ar Vatikan e kaver Iliz-rouanez Sant-Pêr Roma hag un niver bras a savadurioù gant ur voger en-dro dezho, ha plasenn sant-Pêr, er-maez ar voger. Un nebeud savadurioù all e Roma a zo staget ouzh ar Vatikan (ar seizh iliz-rouanez pennañ, da skouer). N'eo ket iliz-rouanez Sant-Pêr-ar-Vatikan iliz-veur Roma. Iliz-rouanez Sant-Yann-al-Lateran an hini eo.
Ar pirc'hirinaj da Roma a zo unan eus ar re bouezusañ evit ar gatoliked gant hini Jeruzalem hag hini Santiago de Compostela. Priziet eo ober Tro ar seizh iliz, da lavaret eo Sant-Pêr ar Vatikan, Sant-Yann-al-Lateran, Santez Maria-ar-Vrasañ, Sant-Paol-er-maez-ar-mogerioù hag an teir iliz-rouanez vihanañ.

Monumantoù roman[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Roma e c'heller gwelet meur a vonumant (ilizoù e-leizh), meur a virdi ha meur a lec'h heverk. Gevellet eo gant Pariz, ar gêr ar muiañ gweladennet er bed ha goude e teu Roma gant 10 milion a weladennerien bep bloaz. Amañ dindan e vez renablet ar monumantoù hag ar mirdioù pennañ.

Henroma[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Poblañsouriezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Da 2 759 242 a dud a save ar boblañs d'an 31 a viz Gouere 2022[2].

Tud dibar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Geriadur Vallée, p. 663a; Geriadur Hemon-Huon, 1970, p.696.
  2. (it) (en) ISTAT