Mont d’an endalc’had

Ahel Roma-Berlin-Tokyo

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Ahel)
Ahel Roma-Berlin-Tokyo
aliañs vilourel
Deiziad krouiñ1940 Kemmañ
Perzhiad eEil Brezel-bed Kemmañ
BrezelEil Brezel-bed Kemmañ
Darvoud-alc'hwezNovember 20, 1940, Romania formally joined the Axis alliance (Germany, Italy, and Japan) Kemmañ
Deiziad divodañ1945 Kemmañ
Deskrivet en URLhttps://www.smithsonianmag.com/smart-news/why-we-call-axis-powers-axis-powers-180960980/ Kemmañ
Skritell propaganda japanat da-geñver sinadur Emglev an Tri Zu warni poltredoù Adolf Hitler, Fumimaro Konoe ha Benito Mussolini.

An Ahel Roma-Berlin-Tokyo pe nerzhioù an Ahel (Alamaneg: Achsenmächte, Italianeg: Potenze dell'Asse, Japaneg: 枢軸国 Suujikukoku, Hungareg: Tengelyhatalmak, Roumaneg: Puterile Axei, Bulgareg: Сили от Оста) a vode ar broadoù a vrezelas a-enep ar Re Unanet e-pad an Eil Brezel-Bed. Anvet e oa an Ahel diwar anv an teir Stad pennañ eus an emglev : Alamagn an Nazied, Italia ar faskourien hag Impalaerezh ar Japan.

Da gentañ e oa sinet emglevioù mignoniezh etre Berlin ha Roma e miz Du 1936 hag etre Japan ha Berlin diwezhatoc'h. An Emglev enepkomintern etre Berlin ha Tokyo a oa sinet goude d'ar 25 a viz Du 1936, hag Italia er sinas ivez e miz Du 1937. E miz Mae 1939 e teuas an emglevioù mignoniezh etre Berlin ha Roma da vezañ ur gwir gevredad anvet an Emglev dir gant Mussolini. Krouet e oa an Ahel da vat d'ar 27 a viz Gwengolo 1940 gant sinadur Emglev an tri zu etre an Bro-Alamagn, Impalaeriezh Japan ha Rouantelezh Italia a savas evel-se ur c'hevredad milourel. Da c'houde e teuas broioù all da vezañ ezel eus ar c'hevredad. Er c'hontrol diouzh nerzhioù ar Gevredidi, Re an Ahel ne savjont ket taolioù bras gant an teir bro vras a oa diazez ar c'hevredad a-gevret : An trede Reich hag Italia a oa dister o emell war talbennoù Okeania hag Azia ar Gevred e-pad ar Brezel-bed – daoust ma oa sevenet kefredioù gant an arme alaman en Okeania a-raok da Japan disklêriañ ar brezel d'ar Stadoù-Unanet hag arme Japan ne gemeras ket perzh gant soudarded er brezel en Europa hag er Reter-Kreiz. Pa oa en e varr e kontrole an Ahel tachennoù ec'hon en Europa, en Afrika an Norzh hag en Azia. Echuiñ a reas an Eil Brezel-bed gant faezhidigezh he holl izili, diskar renadoù ar broioù a gemere perzh ennañ ha gant diwezh an emglev.