Benito Mussolini

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Benito Mussolini
Mussolini e 1929 o prezegenniñ

Benito Amilcare Andrea Mussolini a zo bet ganet d'an 29 a viz Gouere 1883 e Dovia di Predappio, Forlì (Italia), ha marvet d'an 28 a viz Ebrel 1945 e Mezzegra, Como (Italia).

Politikour, kazetenner italian, krouer ar faskouriezh e voe ha penn ar strollad Partito Nazionale Fascista, PNF. Kentañ ministr Italia e voe etre miz Here 1922 betek miz Gouere 1943. Bez e voe ivez penn-stad ar Republik Sokial Italian (italianeg: Repubblica Sociale Italiana) adalek 1943 betek e varv.

Lesanvet Il Duce ("ar penn"), Mussolini a oa krouer ar faskouriezh. E 1912, Mussolini a oa bet unan eus pennoù bras ar renerezh vroadel eus ar Partito Socialista Italiano (PSI). Skarzhet e voe eus ar PSI evit bezañ bountet evit ma vefe kemeret perzh gant Italia er C'hentañ Brezel-bed, padal pennoù ar strollad a felle dezho ma chomfe neptu ar vro. Mussolini en devoa kemeret perzh er brezel el Lu roueel italian betek bezañ gloazet hag adkaset er gêr e 1917. Mussolini a oa savet a-enep ar PSI, troet e oa war-zu ar vroadelouriezh e-serr ar sokialouriezh ha goude-se en devoa savet al luskad faskour a oa enebet d'an ingalded ha da stourm ar c'hlasadoù, o tifenn ur "vroadelouriezh reveulzier" a-us d'an enebiezhoù klasadoù.

Goude ar valeadeg war Roma e miz Here 1922, Mussolini a oa deuet da vezañ ar c'hentañ ministr yaouankañ eus istor Italia betek ma vefe lakaet e plas Matteo Renzi e miz C'hwevrer 2014. Ur wech lammet an holl enebiezhoù politikel dre e polis kuzh ha lakaat maez lezenn an harzoù-labour, Mussolini hag e harperien o devoa kreñvaet o c'halloud dre un heuliad lezennoù a lakaas ar vro da vezañ un diktatouriezh unpennek. E-doug pemp bloaz, Mussolini en devoa lakaet e plas un diktatouriezh reut gnat ar c'hoant sevel un hollveliegezh. E 1929, Mussolini a sine feur-emglev Lateran gant ar Vatican, o lakaat un harz da zegadoù a vloavezhioù a stourm etre ar Stad italian hag ar pabelezh, o embann frankiz Keoded ar Vatikan.

Yaouankiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mussolini a zo ganet d'an 29 a viz Gouere 1883 e Dovia di Predappio, Forlì (Italia). E-pad ar marevezh faskour, Predappio a oa lesanvet "kêriadenn an Duce" ha Forlì "kêr an Duce", gant piric'hinerien o weladenniñ Predappio ha Forlì evit gwelet lec'h ganedigezh Mussolini. Tad Benito Mussolini, Alessandro Mussolini, a oa ur gov hag ur sokialour, ar vamm, Rosa (ganet Maltoni), a oa hi ur skolaerezh devot katolik. Awenet e oa bet an anv Benito a-ziwar c'hoant an tad awenet gant ar prezidant mec'hikan eus an tu kleiz Benito Juárez. E raganvioù all Andrea hag Amilcare a-ziwar ar sokialourien italian Andrea Costa hag Amilcare Cipriani. Benito a oa bugel henañ ar re Mussolini. Arnaldo hag Edvige a oa ar re all.

Pa oa paotrig, Mussolini a dremene e amzer o sikour e zad evel gov.


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.