Pab
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Rann eus | Catholic Church hierarchy |
---|---|
Titl noblañs | Pope |
Anv ofisiel | Episcopus Romanus, Vicarius Iesu Christi, Successor principis apostolorum, Summus Pontifex Ecclesiae Universalis, Primatus Italiae, Archiepiscopus metropolitanus provinciae Romanae, Superanus sui iuris civitatis Vaticanae, Servus Servorum Dei |
Anv er yezh a orin | Pontifex Romanus |
Tachenn labour | papacy |
Dilennadeg | papal election |
Honorific prefix | His Holiness |
Annez ofisiel | Apostolic Palace, Quirinal Palace |
Relijion | Katoligiezh, Iliz katolik roman, Western Christianity |
Vehicle normally used | popemobile |
Officeholder | Frañsez |
Organization directed by the office or position | Iliz katolik roman, Sez Santel, Diocese of Rome, Roman Catholic Ecclesiastical province of Rome |
Stad | Keoded ar Vatikan |
A dalv evit tiriad | Iliz katolik roman |
Tachenn vicherel | Petrine ministry, papacy |
Next lower rank | cardinal-bishop |
Elector | College of Cardinals |
Istor | history of the papacy |
Stumm benel an dikedenn | talvoud ebet, papežinja |
Roll elfennoù | Roll ar bibion |
Category for eponymous categories | Category:Wikipedia categories named after popes |
Ar Pab (liester : pabed pe pibien) eo penn an Iliz katolik, hag eskob kêr Roma, en Italia. Roet e vez an titl-se da veur a benn-iliz kristen all ivez. Dont a ra ar ger Pab eus al latin papa hag eus ar gresianeg πάππας, pappas zo ur ger bugel a dalvez kement ha "Tad"[1],[2]. Hiziv eo Frañsez (ganet Jorge Mario Bergoglio) ar pab katolik. Dilennet eo bet d'an 13 a viz Meurzh 2013 d'an oad a 76 vloaz.
En Iliz katolik
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Warlerc'hiad Pêr eo eskob Roma. Abalamour da se ez eo mestr war an Iliz katolik penn-da-benn, karget ma'z eo bet sant Pêr gant Jezuz-Krist eus an Iliz hag eus he gouarnamant[3]. Ur penn speredel eo evit ar gatoliked koulz hag ur penn politikel, mestr ur riez, ar Vatikan. Ur galloud hollvedel en deus war an Iliz : envel an eskibien a ra hag o zerriñ diouzh o c'harg a c'hell ober ivez, kemend-all. Dreist-holl en deus ar garg da c'houarn, da unaniñ ar fideled, d'o c'helenn dre gelc'hlizherioù. Gant Yann-Baol II ez eo kroget ar bibien da weladenniñ ar broioù, hag e vodont engroezioù bras evel ar JMJ er Filipinez a vodas 5 milion a dud en-dro dezhañ.
"An Tad santel", "Hon Tad santel ar pab" a ra ar Gatoliged anezhañ met anavezetoc'h eo hemañ dre an anv a "Bab" hepken gant an dud n'int ket Katoliged. Anvet e vez ivez "Vikel ar C'hrist", da lavarout eo, evit ar gatoliked, kannad ar C'hrist e-unan war an Douar. Ur penngelennadur eus ar feiz kristen ez eo krediñ n'hell ket faziañ ar pab pa vez oc'h embann artikloù eus ar feiz en ur implijout ur stumm diskleriañ resis. Ar wech diwezhañ m'en deus komzet evel-se a oa e 1950 p'en doa embannet penngelennadur Pignidigezh pe Hunidigezh ar Werc'hez Dinamm Vari.
E 1995 e oa deuet ar Pab Yann-Baol II da Vreizh e Santez-Anna Wened. Ar wech kentañ eo e teue ur pab e Breizh, ur vro anavezet evit bezañ bet ur vro gristen-tre, bet pourchaset ganti d'an Iliz an hanter eus he misionerien e deroù an XXvet kantved.
Ar Bibien en ilizoù kristen all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa vez kaoz eus ur pab e brezhoneg hep meneg all ebet e vez kaoz eus ar pab katolik atav. Bez ez eus "Pibien" pe "Pabed" all, ma karer, met ne vezer ket boaz d'ober anv anezho e brezhoneg dre maz int pennadurezhioù eus ilizoù kristen all, hep kalz a zarempred gant hor bro.
- Iliz ar Gopted, Chenouda III, pab ar Gopted en he fenn
- Iliz an Armenianed, Garegin II, pab pe "catholikos" en he fenn.
- Un nebeud ilizoù ortodoks zo ur pab en o fenn ivez. Da skouer, Iliz ortodoks Aleksandria, zo Teodor II, pab ha patriark en he fenn.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ American Heritage Dictionary of the English Language. Education.yahoo.com. Kavet : 2010-08-11.
- ↑ Liddell and Scott. Artfl.uchicago.edu. Kavet : 2010-08-11.
- ↑ "Te a zo Roc'h ha war ar Roc'h-se e savin va Iliz" (Aviel Mazhev, 16, 18) ; gwelit ivez ar pennad Pêr.
Sellet ivez ouzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- [[fr}} Roll ar bibien, ennañ roll ofisiel ar bibien anavezet gant an Iliz katolik roman tal ouzh roll an eneppibien ha pibien Pisa ha Konstanz.