Pêr (abostol)
Simon, mab Jonas, anvet Simon-Pêr pe sant Pêr, ganet e deroù an oadvezh kristen e Galile ha marvet e 65 e Roma zo unan eus daouzek abostol Jezuz Krist. Choazet gant Jezuz evel penn an ebestel, Pêr a zeuas da vezañ penn an Iliz goude marv ar C'hrist. Sellet e vez outañ evel eskob kentañ Roma, ar pezh zo diazez aotrouniezh ar pab, eskob Roma, er gatoligiezh. Awenet en deus ur bern oberennoù arz, dreist-holl er c'hornôg latin.
Pêr en Testamant Nevez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Simon pe Simeon e oa e anv gwirion, ha mab da Jonas e oa. Hervez an avieloù, e oa genidik eus Betsaida, dimezet e oa hag ober a rae ar vicher pesketaer war al lenn Tiberiad e Galile. Ne oar ket lenn marteze, met evel ar pep brasañ eus yuzevien e amzer eo gouest da « lavaret dindan eñvor prezegennoù an diouganerien kenkoulz hag istor klok ar rouantelezhioù yuzev »[1]
Gant e vreur Andrev e tivizaz heuliañ Jezuz Krist (Mz 4,18). Degemer a reas Jezuz en e di e Kafarnaom.
Meneget e vez atav da gentañ e-touez an ebestel. (Mk. 3, 16 ; Akt. 1, 13). Dre veur a daolad, en danevelloù e anavez Yann ha Paol ar renk-se. Evel se e tiskouez e feiz en anv an holl ziskibled : « Ha c'hwi, a c'houlennas gante, piv a lavarit on-me ? Pêr a respontas hag a lavaras dezhañ : Te eo ar C'hrist. » (Mk 8, 29) Diskouezet eo bet gant ar C'hrist evel penn da zont an Iliz :
- « Ha me a lavar dit: Te a zo Roc'h, ha war ar Roc'h-se e savin va Iliz » (Mz 16, 18)[2]
Pêr en deus gwelet ha kemeret perzh e meur a vurzhud pe darvoud a-bouez e buhez ar C'hrist, evel pa valeas war an dourioù (Mz 14, 28-31), an Treuzdremmadur, pa voe harzhet Jezuz, da vare e varn, ha goude da vare ar Basion. Deskrivet eo en Avieloù evel un den birvidik met chom a ra etre daou vennozh a-wezhioù ha faziañ a ra ivez : dilezel a ra Jezuz Krist e-pad ar Basion daoust d'ar pezh en doa dislêriet kent : « Ha goude ma teufe an holl da gaout droukskoilh, me avat n'em bo ket » (Mk 14, 29)[3]. Keuziañ a reas d'e nac'hidigezh da c'houde : « Ha Pêr a zeuas soñj dezhañ eus ar c'homzoù en devoa lavaret Jezuz dezhañ: “Kent d'ar c'hilhog kanañ div wech, eo a-benn teir gwech az po va dinac'het ! » (Mk 14, 72)[4].
Hengoun ar verzherinti e Roma
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez hengoun an Iliz e vije bet renet Iliz Antioch gant Pêr. Kentañ eskob ar gêr-se e voe. Lidet e vez ur gouel eus « Kador Sant Pêr en Antioch » d'an 22 a viz C'hwever abaoe ar IVe kantved. Seizh vloaz e vefe chomet eno.
Kaoz zo eus donedigezh Pêr e kentañ lizher Pêr : « Iliz ar re ziuzet zo e Babilone a salud ac'hanoc'h, ha Mark ivez, ma mab. » (1 P 5, 13) e lec'h m'emañ implijet ar ger Babilone evit komz en un doare faeus eus Roma evel ur gêr aet brein hag a azeul an idoloù, skeudenn anavezet gant lennerien ar Bibl[5]. Mark, meneget, el lizher, eo skrivagner an eil aviel hervez an eskob Yann meneget gant Eusebius (Hist. Eccl. 3, 39,15).
Meur a destenn eus an Henamzer a ra anv eus merzherinti Pêr, hag eus hini Paol, a vije c'hoarvezet war urzh Nero. An hini goshañ eus an destennoù-se, al lizher d'ar Gorintiz, skrivet gant Klemañs Roman e 96, ne veneg ket al lec'h en un doare splann, memes ma'z eus abegoù evit krediñ ez eo Roma.
Pennad kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Alain Decaux, La révolution de la croix, Néron et les chrétiens, p. 205.
- ↑ Kefas en arameeg, Petros e gregach. Gant se eo deuet ar ger petros da dalvoud e-giz anv-den : Petrus e latin, Pierre e galleg, Peter e saozneg ha Pêr e brezhoneg. E meur a yezh, an anv-den, deveret eus Petrus, ne glot ket ken gant ar ster "maen" pe "roc'h" ; dre se troidigezhioù eus ar werzenn-mañ o kammigellat (da skouer : "You are Peter and on this rock…). " An droidigezh kinniget amañ a chom tost ouzh ar bomm a orin, a-raok ma vefe deuet petros da anv-badez.
- ↑ Ar Pevar Aviel, Al Liamm, 1969, p. 124
- ↑ Ar Pevar Aviel, Al Liamm, 1969, p. 124
- ↑ Ne c'hall ket bezañ ar Babilon gwirion a oa hogoz dilezet d'ar mare-se (Sellet ouzh Strabon, Geografiezh XVI, 1)