Kafarnaom

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Sinagog Kafarnaom

Kafarnaom zo ur gêriadenn gozh a besketaerien war ribl lenn Tiberiad, en Israel. Hervez an Aviel, e oa bet Jezuz o chom enni goude bezañ bet kuitaet kêr Nazaret (Mazhev 4,12-17) : e Kafarnaom eo e krogas Jezuz gant e brezegerezh hag eno e reas kalz burzhudoù.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kafarnaom: Plaen ar rivinoù

Anv ar gêriadenn en hebreeg eo Kefar Nahum, eus anv ar profed Nahum. E vez a veze enoret er Grenn-Amzer, e-giz lec'h a belerinach.

Fontet en eil kantved a-raok Jezuz-Krist, kêr Gafarnaom oa war ar via maris, hent-meur ar c'haravanennoù war-zu bro-Siria. Ouzhpenn-se, da vare Jezuz, e vedo war harzoù ar Jordan, hag ar Romaned a zalc'he garnizon enni hag ur burev a valtouterezh (Lk 7,1-10 ; Mz 8, 5-13). Kêriadenn a besketaerien hag a labourerien-douar, Kafarnaom n'edo ket gwall vras : marteze daou pe dri c'hant a dud. Pêr hag e vreur Andrev, genidik a Vetsaida un tammig uhelloc'h, a zeuas da chom da Gafarnaom, ha ti Bêr a zeuas da vezañ tamm pe damm ti Jezuz : ac'hano ez ae gant ar vag da brezeg da Vetsaida ha d'ar c'hêriadennoù tro-dro d'al lenn[1].

Hervez an Testamant Nevez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar gêriadenn zo anvet en aviel Lukaz hag en aviel Yann. Bez eo lec'h ganedigezh an Ebestel Simon-Pêr, Andrev, Jakez mab Zebede ha Yann an Avieler, hag ar publikan anvet Mazhev. D’un deiz a sabat, e kelennas Jezuz e sinagog Kafarnaom, hag e pareas un den a oa ennañ un diaoul hudur (Lk 4, 31-37 ; Mk 1,21-28).

Ouzhpenn lec'h pareañs mamm-gaer Simon (Lukaz 4,28-29), ha servicher ur c'hantener roman (Lk 7,1-10), Kafarnaom zo meneget en aviel sant Mark evel ar gêriadenn m’eo bet pareet gant Jezuz an den seizet (Mk 2,1-12). Hervez an aviel, Kafarnaom a zo bet kalon prezegerezh Jezuz e Bro-C'halilea.

Henoniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar ruioù bihan a-gleiz hag a-zehou a zispartie an takadou tiez bihan savet tro-dro d'ul leur. Ar mogerioù e bazalt a zougenne un doenn blad graet gant brankoù ha pri. Unan eus an tiez-se, tost d'al lenn, a zeuio abred da vezañ un ti a bedenn evit ar Juzevien deuet da vezañ kristen : ti Pêr eo.

Ti Bêr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rivinoù Ti Pêr, e c'hreiz eizh-kogn an iliz bizanteg

Ar furchadennoù graet abaoe 1968 o deus lakaet war-wel un ti eus ar c'hantved kentañ a-raok Jezuz, bet induet c'hwec'h gwech er c'hantved kentañ goude Jezuz e-lec'h ma weled graffitioù gant anv Jezuz ha Pêr.

Er 4e kantved e voe savet tro-dro d'ar sal-se ur voger-dro, d'he dispartiañ diouzh ar peurrest eus kêr. War ar mogerioù e oa 185 graffiti e peder yezh, skrivet gant kristenien deuet eus ar baganiez.

War an ti-se eo e vo savet, er 5vet kantved, an iliz vizantat. Un iliz vizantat eizh kostez dezhi e oa, a zalc'he en he c'hreiz un eizhkogn all, paveet gant marelligoù : er c'hreiz, ur paun, sin ar vuhez peurbadus[2].

Ar sinagog[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diskoachet eo bet gant ar frañsiskaned rivinoù ur sinagog eus ar Patrom:IVe kantve graet gant mein-raz. Houmañ he-unan a zo bet savet war lec'h sinagog ar c'hantved kentañ, a weler c'hoazh he diazezoù e bazalt du e tu ar c'huzh-heol. Ur straed su-norz a dreuze kêr azalek al lenn.

Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Job an Irien, Douar Santel. Terre Sainte, Ti embann Minihi Levenez, nn 51-52, 1998, p. 46.
  2. Job an Irien, Douar Santel. Terre Sainte, Minihi Levenez, nn 51-52, 1998, p. 48.