Mont d’an endalc’had

Job an Irien

Eus Wikipedia
Job an Irien
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv ganedigezhJoseph Yves Marie Irien Kemmañ
Anv-bihanJob Kemmañ
Deiziad ganedigezh15 Her 1937 Kemmañ
Lec'h ganedigezhBodiliz Kemmañ
Deiziad ar marv2 C'hwe 2025 Kemmañ
Lec'h ar marvBrest Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetbrezhoneg, galleg Kemmañ
Micherbeleg katolik, troer, chaplain, Aluzener Kemmañ
Relijion pe kredennKatoligiezh Kemmañ

Job an Irien (Joseph Irien er marilh) a oa ur beleg leonat, ur c'hantikour hag ur skrivagner brezhonek. Ganet e voe d'ar 15 a viz Here 1937, ha marvet d'an oad a 87 vloaz d'an 2 a viz C'hwevrer 2025 [1].

Bugaleaj ha yaouankiz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa bet Job an Irien e Bodiliz d'ar 15 a viz Here 1937 [2] en un endro breizhek. Darempredet en doa skouted Bleimor en e yaouankiz. Beleget e voe d'an 29 a viz Mezheven 1962, oadet a 25 bloaz.

Skrivañ a rae e-barzh Ya !, Le Progrès de Cornouaille ha Le Courrier du Léon. Embann a rae kronikennoù bep sizhun. Betek 1982 en doa skrivet kalz e kazetenn ar Bleun-Brug, aet da get e 1985.

Klevet e voe er skingomz RCF Rivages, bet krouet e 1982, evit pedennoù ha pennadoù komz. Aozañ a rae pirc'hirinadennoù gant brezhonegerien yaouank. Oberiant-kenañ e oa war dachenn ar sonerezh ivez : torkadoù kantikoù ha kanadennoù a-leizh a embannas en e oberennoù evit an holl (Ar Marh dall, War varh d'ar Mor), hag evit ar vugale (Klask a ran, Dremm an Aotrou). Testennoù kristen e brezhoneg pe lakaet e brezhoneg a voe embannet kalz gantañ ivez e ti-embann Minihi Levenez). Prezidant ar gevredigezh Minihi Levenez e oa.

Reiñ a rae Job an Irien kentelioù katekiz e skolajoù Diwan Penn-ar-Bed hag e lise Diwan.

Ober a rae gant ar skritur anvet skolveurieg.

Eus 1962 betek 1982 e kemeras perzh a-dost e buhez ar Bleun-Brug oc’h embann ingal e Kaierou ar Bleun Brug, kanaouennoù (Dastumad eun deiz gant Michel Scouarnec ha kanaouennoù evit ar vugale, Deus ganin), kantikoù (kantikoù nevez e brezhoneg Hag e paro an heol gant M. Scouarnec ha René Abjean) ha kanadegoù (Ar Marh dall, War varh d’ar Mor gant R. Abjean ha Laz-kanañ Penn ar Bed).

Dre youl an eskob Barbu e voe krouet e 1984 ar greizenn Minihi-Levenez, ul lec'h-emgav evit ar vrezhonegerien [3]. Job an Irien, e karg eus al lec’h-mañ, a gendalc’he da skrivañ o reiñ un ton muioc’h relijiel d’e oberenn : Kantikoù evit ar vugale, Klask a ran ha Dremm an Aotrou, ar ganadeg Kan evid ar peoh, ha da c’houde War henchou ar bed gant Christian Desbordes hag adarre Laz-kanañ Penn-ar-Bed. Er bloaz 2000 e krouas Kalon ar Bed gant Ch. Desbordes ha R. Abjean en iliz-veur Kemper, ha war an dro e kendalc’he da skrivañ kantikoù.

Diouzh un tu all e roas lañs adalek 1990 d’un ti-embann divyezhek (nemet evit al levrioù relijiel hag a zo e brezhoneg penn-da-benn) gant kenlabour Bernard Tanguy, Yves-Pascal Castel, Fañch Morvannou, Pierre Tanguy, Jean-Pierre Boulic ha tud all. Lakaat a reas ar gelaouenn Minihi-Levenez da zont er-maez en un doare reoliek, hag ingal e skrive er sizhunieg Le Courrier du LéonLe Progrès de Cornouaille, ha nevesoc’h er gazetenn Ya!. Kement-se hep derc’hel kont eus an aozañ pic’hirinajoù er broioù kelt hag aluzoneri skolajoù ha lise Diwan e Penn-ar-Bed.

E 2007 e voe deroet Kolier an Erminig dezhañ en abeg d'e labour evit ar brezhoneg.[4]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]