Urzh an Erminig

Eus Wikipedia
Urzh an Erminig
order of chivalry, former entity
Deiziad krouiñ1381 Kemmañ
Anvet diwarerminig Kemmañ
DiazezerYann IV Kemmañ
Erlec'hiet gantUrzh an Erminig hag ar Pennoù-ed Kemmañ
Deiziad divodadur1448 Kemmañ

« Urzh an Erminig » a oa un urzh a varc’hegiezh hag a voe krouet gant an dug Yann IV Moñforzh e 1381. E 1448 e voe staget outañ urzh ar penn-ed ha dont a reas Urzh an Erminig da vezañ Urzh an Erminig hag ar Penn-ed. Evit gouzout hiroc’h, lennit ar pennad diwar-benn an urzh-se.

E 1972 e voe krouet « Kolier an Erminig » evit enoriñ ar pennoù bras a labour evit kas sevenadur Breizh war-raok.

An erminig[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Chapel al lise Sant Salver e Redon

Hervez ur vojenn, an Dugez Anna a oa o pourmen e Breizh p'he doa gwelet tud o chaseal un erminig. P'eo en em gavet al loen war ribl ur poull-dour e tibabas talañ ouzh ar chaseourien kentoc’h eget kousiañ e vlev gwenn-kann gant fank. An Dugez Anna, fromet-kaer gant emzalc’h al loenig-se, goulenn a ra ouzh ar chaseourien chom hep lazhañ an erminig. Neuze, e divizas ober eus an erminig hi arouez. « Kentoc’h mervel eget bezañ kousiet » zo deuet da vezañ ger-ardamez Breizh (latin : « Potius mori quam foedari »).

Lakaet e voe an erminig, evit gwir, da ardamezoù duged Breizh gant Pêr Iañ Brizhkloareg (1213-1237), a oa ezel eus tiegezh Dreux. E vab oa Pêr kentañ Brizhkloareg da Robert 1añ, ur mab da Loeiz VI. Tiegezh Dreux en doa ur skoed-ardamez gant karezennoù aour ha glas-pers hag ul lurell ruz. E 1316 e kemmas an dug Yann III an ardamezoù. Tennañ a reas ar c’harezennoù hag al lurell hag un torradur erminigoù lakaet en o lec’h. Dont a reas da vezañ ardamez Breizh. Krouet e voe an erminig ardamezek neuze gant ur familh kapesian.

Marc'hegerien an urzh diazez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An urzh a vremañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kolier an Erminig a vez roet bep bloaz, hiziv an deiz, da bevar den a ouestl o buhez da gas Breizh war-raok.

E 1972 e voe lakaet ar senedour Georges Lombard da brezidant ar CELIB (poellgor studiañ ha liammañ interestoù Breizh) war lerc’h René Pleven. Abaoe 1951 e oa René Pleven prezidant ar CELIB hag evit trugarekaat hag enoriñ anezhañ e teuas ar mennozh gant Georges Lombard adkrouiñ an enor bet krouet gant an dug Yann IV. Roet e voe Kolier an Erminig da René Pleven d'an 29 a viz Gwengolo 1972 e Palez Kendalc'hioù Pondi, dirak pennoù-bras eus ar metoù politikel, sevenadurel hag armerzhel.

E 1973 e voe roet Kolier an Erminig da Jean Meveleg (prezidant Kambr rannvroel al Labour-Douar) ha d’ar c’helenner Gabriele Pescatore (prezidant Cassa per il Mezzogiorno, a savas, gant ar CELIB Kuzuliadeg broioù-mor trobarzhiat Europa).

E-pad 15 vloaz ne voe roet kolier an erminig da zen. Goulenn a reas ar CELIB neuze kenderc’hel da enoriñ tud.

Degemeridi[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bloavezhioù 1970 ha 1980
Bloavezh Lec'h Degemeridi
1972 Pondi René Pleven
1973 Roma (Italia) Gabriele Pescatore
1973 Roazhon Jean Meveleg
1988 Roazhon Vefa de Bellaing, Pierre-Roland Giot, Polig Monjarret, Henri Queffélec
1989 Naoned Vefa de Bellaing, Pierre-Roland Giot, Polig Monjarret, Henri Queffélec
1990 An Alre Charlez ar Gall ha Chanig ar Gall, Milig ar Skañv (Glenmor), Joseph Martray, Albert Trévidic
Bloavezhioù 1990
Bloavezh Lec'h Degemeridi
1991 Kemper Georges Lombard, Robert Legrand, Pierre Laurent, Pêr-Jakez Helias
1992 Sant-Maloù Ronan Huon, Yvonne Jean-Haffen, Michel Phlipponneau, Jordi Pujol i Soley
1993 Dinan Anna-Vari Arzur, Herri Caouissin, Yann Poilvet, Jean Tricoire
1994 Gwened Ivetig an Dred-Kervella, Pierre Lemoine, Yvonig Gicquel, Alan Stivell
1995 Gwenrann Jacques Briard, Jean Fréour, Lois Kuter, Ivona Martin, Loeiz Roparz
1996 Pont-'n-Abad André Lavanant, Job Lec'hvien, Pierre Le Treut, Rita Morgan Williams
1997 Kintin Jean-Jacques Hénaff, Jean L'Helgouach, Dodik Jegou, Raymond Lebossé
1998 Gwitreg Goulc'han Kervella, Henri Maho, Pêr Loquet, Naig Rozmor
1999 Naoned Jean-Bernard Vighetti, Riwanon Kervella, Patrick Malrieu, Denise Delouche
2000 Pondi Tereza Desbordes, Lena Louarn, René Vautier, Pierre-Yves Le Rhun
Yann Baron gant kolier an Erminig en e gerc'henn.
Bloavezhioù 2010
Bloavezh Lec'h Degemeridi
2001 Landerne Rozenn Milin, Pêr Toulhoat, Marc Simon, Dan ar Braz
2002 Lannuon Henri Lécuyer, Yves Rocher, Michael Jones, Robert Omnes
2003 Sant-Maloù René Abjean, Angèle Jacq, Jean-Louis Latour, Gilles Servat
2004 Kastell-Briant Albert Poulain, Yannig Baron, Mari Kermareg, Yann Goasdoue, Pierre-Yves Moign
2005 Loktudi Ewa Waliszewska, Jean Kerhervé, Pêr Padelleg, Jean Ollivro
2006 Plañvour Claudine Mazeas, Jean Pierre Vincent, Xavier Leclercq, Claude Sterckx
2007 Sant-Brieg Rhisiart Hincks, Job an Irien, Martial Pézennec, François Le Quémener
2008 Roazhon e-barzh Breujoù Breizh Roger Abjean, Yvonne Breilly-Le Calvez, Viviane Hélias, Gweltaz ar Fur[1]
2008 Gouel al Levrioù e Breizh e Gwenrann Mona Ozouf[2]
2009 Ankiniz Jean-Christophe Cassard, Tugdual Kalvez, Yann-Fañch Kemener, Jean-Guy Le Floc'h[3]
2010 An Oriant e-pad Emvod ar Gelted Annaig Renault, Catherine Latour, André Chédeville, Donatien Laurent
Bloavezhioù 2010
Bloavezh Lec'h Degemeridi
2011 C'hoariva Max Jacob Kemper Joseph Le Bihan, Andrea ar Gouilh, Yann Choucq, hag André Pochon
2012 Gwengamp Albert Boché, Yves Lainé, Ivonig ar Merdi, Breudeur Morvan
2013 Sant-Nikolaz-an-Hent Jean-Jacques Monnier, Yves-Pascal Castel, Martial Ménard, Tangi Louarn
2014 Naoned Philippe Abjean, Nicole Le Garrec & Félix Le Garrec, Jacqueline Le Guen, Erwan Vallerie
2015 Gwened Philippe Argouarc'h, Patrick Mareschal, Yvon Palamour, Eugène Riguidel
2016 Karaez Nolwenn Korbell, Jean Cevaer, Yann-Fañch Jacq, Mikael Bodlore-Penlaez
2017 Sant-Ke-Porzh-Olued Mari Rioual, Loeiz Elegoet, Joël Auvin, lesanvet Nono, Alan an Noac'h
2018 An Oriant Yann Talbot, Gwyn Griffiths, Jorj Kadoudal; Herve ar Beg
2019 Opera Roazhon Malo Bouëssel du Bourg, Mariannig Larc'hantec, Paul Loret, Maripol Gouret, Stéphanie Stoll
2020 Gwenrann Jorj Belz, Pascal Jaouen, Tri Yann (Jean-Louis Jossic, Jean-Paul Corbineau, Jean Chocun)
2020 Tbilisi (Jorjia) Anna Mouradova
Bloavezhioù 2020
Bloavezh Lec'h Degemeridi
2021 Kemper Danièle Novello Floc'hlay, Yvette Peaudecerf, Bernez Audic, Denez Prigent
2022 Josilin Michel Chauvin, Yves Lebahy, Olier ar Mogn, Anne Quéméré

Degemeridi dre vroadelezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bro Niverenn izili
Breizh Breizh 144
Kembre Kembre 3
Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet 1
Banniel Belgia Belgia 1
Banniel Bro-Saoz Bro-Saoz 1
 Italia 1
 Rusia 1
Banniel Katalonia Katalonia 1
Banniel Polonia Polonia 1


Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Le Télégramme de Brest, 1 Here 2008
  2. Ouest-France an 3-4 Here 2009, pajenn Bretagne
  3. Ouest-France an 12-13 Gwengolo 2009, pajenn Bretagne, pajenn 7
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.