Ankiniz
Ankiniz | ||
---|---|---|
![]() An ti-kêr | ||
![]() | ||
Bro istorel | Naoned | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Liger-Atlantel | |
Arondisamant | Kastell-Briant-Ankiniz | |
Kanton | Ankiniz (pennlec'h) | |
Kod kumun | 44003 | |
Kod post | 44150 | |
Maer Amzer gefridi | Jean-Michel Tobie (maer diwezhañ) 2014-2018 | |
Etrekumuniezh | Kumuniezh-kumunioù Bro Ankiniz | |
Lec'hienn web | http://www.ancenis.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 7 656 ann. (2016)[1] | |
Stankter | 552 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 5 m — brasañ 41 m | |
Gorread | 20,07 km² | |
kemmañ ![]() |
Ur gumun gozh eus Breizh, e Bro-Naoned hag e departamant Liger-Atlantel oa Ankiniz. Emañ bremañ e-barzh ar gumun nevez Ankiniz-Sant-Gerent.
War un dorgenn emañ kêr, etre ar stêr Liger ha geunioù ar Grée.
7 535 annezad a oa enni o chom, hervez niveradeg an EBSSA e 2011.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Enez Kergelenn
- Geunioù ar Grée (e norzh kêr).
- Ar stêrioù Grav ha Liger a gember en Ankiniz.
- Kumunioù amezek : Sant-Gerent; Koufeg; Mezansker; ar Roc'h-Wenn; Sant-Hervlon-ar-Roz; Oudon
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Marteville & Varin (1843) : Santi-Petri de Ancenisio, hag ivez Ancenium.
" Rigord, dans la vie de Philippe-Auguste, parle d'Ancenis et l'appelle Andenesium, mot qui se rapproche beaucoup de l'étymologie que quelques uns lui assignent, an-den-ès, belle foret et rivière...".
- Jean-Yves Le Moing (1990) : "Anciniensis plebs, XIIvet Dauzat-Rostaing; Ancenisium, 1287 Longnon".
- Erwan Vallerie (1995) : "Anciniensis Plebs, XIIvet; Ancenisium,1287"
- Éditions Flohic (1999) : " diouzh ar c'heltieg Ank-enis, enez Ank".
- Hervé Abalain (2000) : "Anciniensis plebs au XIIè siècle; Ancenisium e 1287; de Antianiacum evit Erwan Vallerie, "domani Antianus".
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
En gul karget gant teir fempdiliaouenn en argant, karget pep hini gant pemp brizhenn erminig
|
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Abaoe miz Gwengolo 2013 ez eus kentelioù brezhoneg eno, a-drugarez da genlabour Hentoù Breizh ha Kentelioù an Noz.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
War un diazez galian-roman emañ tour-porched an iliz Sant-Pêr ha e chapel Itron Varia an Delivrañs eo bet kavet e 1943 ul laouer vaen meroveat.
War-dro an 8vet kantved e seblant Ankini bezañ deuet da vezañ ur gêr wirion diwar ar c'henwerzh war ar stêr (savet eo bet chaoserioù en 10vet kantved a c'heller gwelout anezho hiziv c'hoazh). An darnvuiañ eus ar c'henwerzh a veze graet gant ar gwin (Muskadig)
Alc'houez Breizh eo bet Ankiniz er Grennamzer pa oa war hent an alouberien o tont eus Bro-C'hall dre traoñienn al Liger.
XVvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Feur-emglev etre Loeiz XI, roue Bro-C'hall ha Frañsez II, dug Breizh (1468).
Dispac'h gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Krouet e voe kumun Ankiniz e 1790 diwar ar barrez katolik. Lakaet e voe da benn Kanton Ankiniz. Lakaet e voe da benn Bann Ankiniz gant al lezenn eus an 26 a viz C'hwevrer 1790[2]. E 1800 e voe lakaet da benn Arondisamant Ankiniz[3].
- Trec'h ar jeneral Westermann war al Lu katolik ha roueel e 1793. Distruj zo bet er gêr.
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Mervel a reas 137 gwaz ag ar gumun abalamour d'ar brezel, da lavaret eo 2,73% eus he foblañs e 1911[4].
Eil brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Dieubet e voe Ankiniz d'ar 5 a viz Eost 1944 gant lu SUA.
Pennlec'h arondisamant[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- E 1926 e voe lakaet ar gumun en Arondisamant Naoned pa voe diskaret Arondisamant Ankiniz. Lakaet e voe da benn Arondisamant Ankiniz pa voe adsavet e 1943.
XXIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Kendeuzet e oa bet gant Sant-Gerent d'ar 1añ a viz Genver 2019 d'ober ur gumun nevez : Ankiniz-Sant-Gerent[5].
Darvoudoù-sport a bep seurt[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 4 a viz Gouere 1988 : 2l tennad-hent Tro Bro-C'hall 1988 etre An Hae-Foazer hag Ankiniz (a-benn d'an eur dre skipailh) ; trec'h eo Panasonic (Izelvroioù).
Savadurioù ha lec'hioù istorel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Kastell-kreñv 15-16-17vet kantved (dizimplij)
- Iliz katolik Sant Pêr, XI-XV-XVI-XIXvet kantved[6] gant ur sekretiri bolzet er XVvet kantved.
- Chapel an Ursuladezed (17vet kantved)
- Chapel Itron Varia an Delivrañs
- Presbital (17vet kantved)
- Mirdi an Arzoù hag an Istor
- Straedoù gant tiez kozh liv ar Grennamzer warno
- Pont Anjev-Breizh (1953), pont a-ispilh dreist d'al Liger, a ya d'ober ar vevenn etre Breizh ha Anjev (Bro-C'hall)
- Delwenn ar barzh Joachim du Bellay, a-dal d'al Liger, e Liorzh ar Gentr tost da pont Anjev-Breizh
- Chaoserioù (10vet kantved)
- Peulvan lesanvet « maen an Diaoul », bet savet d'ar IVe kantved kt JK
- Taol-vaen ar Maen-golo (Pierre-Couvretière)
- Monumant ar re varv dirak ar maerdi, luc’hskeudenn[7]. Dioueliet e voe d’ar 24 a viz Even 1923[8].
- Plakennoù ar re varv 1914-1918 er maerdi, luc’hskeudenn[9].
Emdroadur ar boblañs abaoe 1793[10][kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ganedigezhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Pêr a Reoz pe ar Marichal a Rochefort, marichal Bro-C'hall (1389)
- Armand Audiganne, istorour (1814)
- Henri Ottmann, livour (10 Ebrel 1877)
- Reun Kreston, livour, kizeller ha tudoniour (25 Here 1898)(Daveoù a vank)
- Simone Cerisier, livourez (29 Ebrel 1903)
- Michel Mollat du Jourdin, istorour (13 Gouere 1911)
- Bernard Toublanc-Michel, sevener (6 Kerzu 1927)
- Edouard Landrain, politikour (1añ Gouere 1930-2006)
- Jordan Veretout (g. e 1993), melldroader
Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
de Carné
Aotrounez la Rigaudière |
En aour e ziv dreustell en gul |
![]() |
Racappé
Aotrounez Vergier. |
En sabel, e c'hwec'h roc'h-gwezboell en argant |
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levrioù talvoudus[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dave ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ (fr)J. B. Duverger, Collection complète des lois, décrets, ordonnances, règlemens avis du Conseil d'Etat, Levrenn gentañ, Eil embannadur, Pariz, 1834, pajenn 106
- ↑ (fr)Cassini - EHESS - Fichenn kumun Ankiniz
- ↑ (fr)Les soldats de Loire Inférieure - Monumant ar re varv
- ↑ (fr)Recueil des actes administratifs spécial n°101, 26 Gwengolo 2018
- ↑ infobretagne.com
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ (fr)Université de Lille
- ↑ (fr)[ https://www.memorialgenweb.org/memorial3/html/fr/resultcommune.php?idsource=61921&dpt=44 Memorial Genweb]
- ↑ Cassini hag EBSSA