Kanton gall

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
William Bouguereau in his studio.jpg Labour ’zo d’ober c’hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc’h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec’h reiñ hoc’h ali ha netra ken, grit ’ta e pajenn ar gaozeadenn.

Ur c'hanton gall a zo ur rann velestradurel eus Bro-C'hall, etre ar gumun hag an arondisamant, hag ur bastell-votiñ. War ar maez e vez meur a gumun en ur c'hanton. Er c'hêrioù bras ez eo pell luzietoc'h an traoù.

Dilenn[kemmañ]

E pep kanton e vez dilennet ur c'huzulier-kanton a vo bodet, gant kuzulierien all an departamant , er c'huzul-departamant. N'eus nemet e Pariz eo disheñvel an traoù rak n'eus kanton ebet, mann nemet arondisamantoù a zo gwelet un tamm evel kantonioù.

Rannet eo ar c'hêrioù bras etre meur a ganton peurvuiañ, ha takadoù diwar ar maez stag ouzh pep hini a-wechoù. Kement-se a c'hoarvez da skouer gant kêr Brest, rannet etre 10 kanton:

Lavaret e vez gant ar pennoù-melestradurezh e vez savet ar c'hantonioù evel-se evit mirout ouzh digempouez etre kêrioù ha maezioù. Alies avat e klask ar re karget da aozañ ar rannañ aesaat an dilennadegoù da zont evit o c'hostezenn.

Istor[kemmañ]

Krouet eo bet ar c'hantonioù gall hervez kentañ lezennoù an Dispac'h Gall.