2018
Sauter à la navigation
Sauter à la recherche
| Bloavezhioù: ../.. 2012 2013 2014 2015 2016 2017 - 2018 - 2019 2020 2021 2022 2023 2024 ../.. | |
| Dekvedoù: 1990 2000 - Bloavezhioù 2010 - 2020 2030 | |
| Kantvedoù: XIXvet kantved - XXvet kantved - XXIvet kantved | |
Diwar-benn bloavezh 2018 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ.
Deiziadurioù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Klotañ a ra bloavezh 2018 an deiziadur gregorian gant ar bloavezhioù-mañ :
- Deiziadur hebraek : 5778 / 5779
- Deiziadur muzulman : 1439 / 1440
- Deiziadur pers : 1396 / 1397
- Deiziadur sayana : 1939 / 1940
- Devezhioù juluan :
- Bloaz nevez sinaat :
Darvoudoù diawelet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Darvoudoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 19 a viz Ebrel : anvet eo Miguel Díaz-Canel da brezidant Kuba, e-lec'h Raúl Castro.
- 14 a viz Ebrel : laeret eo relegouer kalon Anna Breizh er mirdi Dobrée e Naoned.
- 14 a viz Ebrel : gant ar Stadoù Unanet, Bro-C'hall hag ar Rouantelezh-Unanet ez eus taolet bombezennoù war Siria, pa damallont d'an arme sirian bezañ graet gant armoù kimiek a-enep an emsavidi e diabarzh ar vro.
- 19 a viz Ebrel : roue Swaziland Mswati III a embann e vo Rouantelezh eSwatini anv ar vro hiviziken.
- 2 a viz Mae : embann a ra ar strollad euskarat ETA, en ul lizher, eo en em zivodet hag eo echu gant e stourm armet.
- 1añ a viz Mezheven : diskaret eo gouarnamant Mariano Rajoy gant ur votadeg disfiziañs e Spagn. Ar sokialour Pedro Sánchez a gemer e blas.
- 3-5 a viz Mezheven : didarzh ar Volcán de Fuego e Guatemala.
- 14 a viz Mezheven-15 a viz Gouere : Kib vell-droad ar bed e Rusia
- 19 a viz Gouere : dont a ra niverenn ziwezhañ ar gazetenn okitanek La Setmana er-maez.
- 27 a viz Gouere : fallaenn war al Loar.
- 29 a viz Gouere : gant ar C'hembread Geraint Thomas eo gounezet Tro Bro-C'hall e 2018.
- 14 a viz Eost : d'an traoñ ez a ur c'harrbont e Genova, en Italia, ha 40 den zo lazhet er gwallzarvoud.
- 24 a viz Eost : anvet eo Scott Morrison da Gentañ Ministr Aostralia goude m'en deus roet Malcolm Turnbull e zilez.
- 2 a viz Gwengolo : distrujet eo Mirdi Broadel Brazil gant an tan e Rio de Janeiro.