Geun

Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ur ger all a zo evit ar c'heun, ar wern, sell ivez ouzh gwern (disheñvelout)
Un ec'honenn douaroù ma'z eus doureier warni e-kreiz ur struzh dourglasker eo ar c'heun. Kavet e vez geunioù e lec'hioù izelañ pa ne c'hell ket dour an dourredennoù redek fonnus. El lodenn vrasañ eus an takad gleborek-se e vez un niver bras a vevien o vevañ; darn anezho a zo boued evit al loened a zo preizherien dezho. En dour e weler amprevaned bihan ha bras, buzhug, pesked, bezhin, tammoù plant kouezhet. Kement-se a ra un endro binvidik hag a ro bod da loened neuñv, nij pe red. E Kerne-Uhel e kaver ar stumm rannyezhel "yeun", ha gun (ar C'hun) en Eusa.
Ar geun da stumm douarel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar geunioù brasañ er bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Afrika[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Geun Bangweulu, Zambia
- Geun an Okavango, Botswana
- Geunioù kammdroenn an Niger, Mali
- Delta an Niger, Nigeria
- Sudd, Soudan ar Su
Azia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Geun Asmat, Indonezia
- Geunioù Iraq
- Geun Vasyugan, Rusia
Norzhamerika[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Lenn Caddo, Stadoù-Unanet
- Great Black Swamp, Stadoù-Unanet
- Geun ar Great Dismal, Stadoù-Unanet
- Geun Okefenokee, Georgia, Stadoù-Unanet
- Lenn Reelfoot, SUA
- Big Cypress National Preserve, Florida, Stadoù-Unanet
- Limberlost, Indiana, Stadoù-Unanet
- Geun an Honey Island Swamp, Louiziana, Stadoù-Unanet
Europa[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Camarga, un takad gleborek e Provañs
Suamerika[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Delta an Orinoco
- Pantanal, Brazil
Ar geunioù hag ar c'hredennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E meur a sevenadur gozh e veze kredet e oa ar geunioù al lec'h ma veze un tremen etre gorre an douar hag ar bed a-zindan. En Henamzer e oa ur brofedez, ar Sibilla, a zibune he c'homzoù kevrinus e-kreiz geun Cumae, tost da Naplez e kreiz Italia.
Krediñ a rae ar Gelted kozh e oa dor an ifern e kreiz ar geunioù ma'z eus kalz anezho en o broioù gleborek. Anatol ar Braz en deus kontet div wech penaos e veze fiziet da veleien 'zo kas ar chas gant speredoù an diaoul enno da c'heun an Elez (Ar Yeun Elez). Sellet ouzh "Mojenn ar Marv hervez ar Brezhoned Arvorig".