Douar

Eus Wikipedia

Troc'had an douar en un hin istrovanel c'hleb : gwiskad uhel teñval ha gwiskad izel arruz.

Ar meskaj pri, traezh ha danvezioù organek a ya d'ober al leur eo an douar. Pluskenn diavaezañ an bladenenn Douar eo, war he c'horre emañ eta. Ennañ, warnañ hag a-us dezhañ emañ ar vuhez viologel, ennañ dreist-holl dre an abeg m'emañ 50% eus bevliesseurted ar bed. Kemmañ a ra ivez an atmosferenn. Ar pedologiezh eo ar skiant hag a studi an douareier, etre bevoniezh, kimiezh ha fizik.

A bep seurt traoù a gaver en douar : meinadoù, gazoù, liñvennoù, danvezioù organek hag organegoù. Ar gouelezennoù a zo en aer, en dour pe er skorn a ya d'en em lakaat war an douar abalamour d'ar pounnerder, hag ober a reont gwiskadoù. Krignerezh al leur a c'hall cheñch stumm ha keriadur an douar.

E stadoù, fetisterioù ha livioù a bep seurt a c'hall bezañ an douar : kalet pe vlot, sec'h pe c'hleb, laoskaet, du, gell, arruz, arvelen... Pa vez mesket gant dour e komzer eus bouilhenn pe fank.

Implijoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pouezhus eo er gounezerezh (pe "labour-douar"), en tisaverezh hag en henoniezh. Implijet e vez gant an dud evit ober mogerioù ha podoù.

Astenn-ster ha keveneptedoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dre astenn-ster e implijer ar ger douar evit komz eus :

  • al leur,
  • un dachenn pe un takad bras pe brasoc'h, eus un domani bennak betek ur vro a-bezh.

Gallout a reer kevenebiñ an douar hag :

  • an aer : war an douar n'eo ket en aer,
  • an dour : an douaroù diveuz n'int ket an douaroù beuzet gantañ.