Bouilhenn
Neuz
Ar vouilhenn pe kailhar (pe fank, pri, mailh), zo ur meskaj douar ha dour. Tud ar c'hêrioù ne blij ket dezho pourmen er vouilhenn, dreist-holl pa vez botoù kêr ganto.
Ministred
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Plijadur o deus bet meur a wech an dud diwar ar maez o welout bourc'hizien o kailhariñ o dilhad er vouilhenn. Brasoc'h e oa ar blijadur pa veze ministred, ha pa vezent rediet da gargañ o botoù. Kement-se zo bet c'hoarvezet da veur a vinistr al labour-douar, Olivier Guichard, Edith Cresson.
Pri
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Komzet e vez eus pri pa reer anv eus douarouriezh, pe eus sevel-tier (tier-pri), pe eus yec'hed.
Fablenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Dastum bouilhenn forzh pegement, Al louarn besk, Potr Treoure
Kanaouenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kar ar wreg ne brizo ket lakaat he zreid er fank, Setu aze 'vit petra Chom a ran paotr yaouank. Son ar paotr yaouank kozh.