Ti

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Ti bleuniek e Kraozon (Breizh)

Ur savadur graet evit bezañ annezet gant tud eo an ti (tiez el liester, tier ivez en ul lodenn eus Treger ha Kernev, hag e Gwened). Dre vras e vez graet an tier e materioù (danvezioù) fetis evel prenn, brikennoù, mein, pri pe vetaloù evit ober ar framm.

Pa vez graet un annez gant danvezioù skañvoc'h (brankoù, pileroù prenn) e vez kaoz eus ul loj.

Un ti a zo dezhañ ur gorread na re vihan na re vras evit pourchas lojeiz d'ur familh, pe d'un nebeud familhoù.

Pa vez meur a familh o chom e vez kaoz eus ur mellad-ti pe ur c'hendi. Pa vez bihan an ti e vez kaoz eus ur pennti.

En ur ster ledanaet eo ivez an ti bep a savadur bras ha bihan hag e vez graet ennañ un obererezh bennak resisaet el lavarenn, ti-skol da skouer, ha peurvuiañ n'eus ket a lojeiz e-barzh (sell ouzh roll ar gerioù gant resisaat + ti ha gant ti + resisaat a-is).


Istor savouriezh an tiez[kemmañ]

Gerioù savet diwar ti[kemmañ]

Gerioù deveret[kemmañ]

  • tiad
    • ha diwarnañ tiadur (nebeut implijet)
  • tieg, ha diwarnañ
    • tiekaat, tiekaer
    • tiegezh, ha diwarnañ tiegezhel, tiegezhiad, tiegezhour
  • tisavour, ha tisavouriezh

Gerioù gant ger-resisaat + ti[kemmañ]

Gerioù gant ti + resisaat[kemmañ]

Troiennoù all[kemmañ]

  • Ur rederez an tier, a zo hervez Jules Gros (TBP 2, p. 437) ur plac'h a ya da embann ar c'heloù da di an dud, un teod fall, eus ar re washañ.