Mont d’an endalc’had

Fouzhlec'h

Eus Wikipedia
fouzhlec'h
Iskevrennad euscommercial building Kemmañ
ImplijHoulierezh Kemmañ
Arvezgasterezh Kemmañ
Oberataerbrothel owner, madam Kemmañ
Enebet ouzhstreet prostitution Kemmañ
Fouzhlec'h en Alamagn
Maouez en ur fouzhlec'h alaman
Soudarded alaman en ur fouzhlec'h, un ez- mikve, Brest, 1940
Shimpuro Brothel e Yokohama

Ur fouzhlec'h zo un ti ma c'haller kaout darempred reizhel gant gisti. Gant ur vaouez a reer houlierez anezhi alies e ve renet.

Peurvuiañ e vez degemeret ar pratikoù en ur sal ma vez servijet dezho da evañ, da c'hortoz o zro, ma reont anaoudegezh gant ar maouezed. Goude e savont gant an hini zibabet d'ar gambr ma c'hoarvezo an embarañ pe c'hoarioù all.

E broioù zo int ez eo berzet ar fouzhlec'h hervez al lezenn, evel e Bro-C'hall abaoe lezenn Marthe Richard an 13 a viz Ebrel 1946[1].

Brudet e oa Fernande Grudet, lesanvet Madame Claude (Angers, 6 Gouhere 1923 – Nisa, 19 Kerzu 2015), evel houlierez e Pariz er bloavezhioù 1960 ha 1970. E 1976 e rankas mont da repuiñ da Stadoù-Unanet Amerika abalamour ma klaske tud an tailhoù lakaat o c'hrabanoù war he yalc'h.

Kement-se ne vir ket ouzh ar polis da gavout tier kuzh ur wech dre vare.

Brezhonek

Ar ger putendioù a lenner dindan bluenn Meven Mordiern en e levr Prederiadennou diwar-benn ar Yezou hag ar Brezoneg (1935), Levrenn 1, p. 51 :

Ouz ar rummadou Brezoned-se eo e terefe enskridardamez lorc’hus levr Choleau, neket ouz engroez ar beorien hag ar paourezed dizifenn a yeas, goude eur vuhez a zienez, a c’hlac’har hag a vez da leunia klañvdiou, putendiou ha beredou Bro-C’hall.[2]

Gallek

Un toullad kontadennoù gant Maupassant a c'hoarvez en-dro d'ar gisti. Une partie de campagne gant Jean Renoir (1936) zo ur film tennet eus unan anezho, ma weler merc'hed ur fouzhlec'h o kuitaat kêr da vont d'ur gomunion war ar maez.

Dismantroù ur fouzhlec'h dek kambr ennañ zo bet kavet e Pompei, ha livadurioù ennañ ivez.

Taolennoù Toulouse-Lautrec

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a boltred gisti a zo bet savet gant al livour gall Henri de Toulouse-Lautrec, ha taolennoù graet gantañ e-barzh fouzhlec'hioù Pariz.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (it) Giancarlo Fusco, Quando l'Italia tollerava, Nanni Canesi Editore, Roma, 1965, pp. 388
  • (it) Massimo Centini, Bordelli Torinesi – Quando le case chiuse erano aperte, Editrice Il Punto-Piemonte in Bancarella, Torino, 2013, pp. 336

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]