Gasterezh
- Gant ar ger Gisti e tegouezher amañ. Evit sterioù all ar ger, gwelit Gisti (disheñvelout).
Rann eus | sex industry, black market |
---|---|
Abeg pennañ | gender inequality, feminization of poverty, rape culture, misogyny, Pedofiliezh |
Istor | history of prostitution |
Pleustret gant | pimp, prostitution client, gast |
Ar gasterezh (diwar ar ger gast, stumm gwregel kozh ar ger ki) eo gwerzh an darempredoù reizhel, pe obererezh un den (paotr pe blac'h) a ro e gorf d'un den all, evit arc'hant, amzer da hennezh kaout un darempred reizhel. Gallout a ra paotred ober gasterezh kenkoulz ha merc'hed, met merc'hed dreist-holl eo a werzh an darempredoù-se, ha paotred dreist-holl ivez a bae evit se.
Brudet eo da vezañ ar c'hoshañ micher zo war an douar.
Gasterezh toull-bac'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En toullioù-bac'h e adkaver ar gasterezh. Ar pal evit ar gast a zo da gavout gwarezadur, pe ma vez rediet gant prizonidi all pe izili ar gangoù evel re an Aryan Brotherhood en SUA.
Gerioù deveret
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur gastaouer, pe louveg, zo un den a blij dezhañ kompagnunezh ar gisti, pe louvigezed.
Gerioù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un toullad gerioù dismegañsus a vez graet eus ar gisti e brezhoneg: lergen, vilgen. Darn anezho a ra dave d'al loustoni ouzhpenn, evel kouilhourenn, liboudenn. Ar ger kourtizanez, a live uhel, n'emañ ket er yezh komzet boutin.
Gwelout
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]