Hetaira

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Disambiguation.svg Ur pennad Hetair zo ivez.
Hetaeraien o c'hoazez war ur skaon
Tudennoù pri-poazh eus Myrina, c. 25 kent JK
mirdi al Louvre
An hetaira Thais, hervez Joshua Reynold.
Hetaera
Franciszek Żmurko, 1906
Un hetaira e Roma, war-dro an IIvet kantved. Ar penn a zo aet da goll.

En Hellaz kozh e veze graet hetaira (ἑταίρα, hetaira "kompagnunez", liester ἑταίραi) eus ur plac'h pe ur vaouez a gompagnunezh pe ur c'hast.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E kevredigezh Hellaz kozh e oa an hetaerai maouezed dizalc'h anezho, mestrezed war o feadra, a-wechoù pinvidik ha pouez dezho, o devoa da wiskañ dilhad diouzh o micher ha da baeañ tailhoù. Ar re uhelañ eus ar gisti e oant. Ne werzhent ket o c'horf pe o zroioù-micher ken alies. Desket e oant, ha gouest d'ober kaoz gant tud a zeskadurezh, goude ma n'eus ket emglev etre an istorourien war gement-se.

Estrenezed e oant peurliesañ, bet sklavezed alies ; brudet e oant abalamour d'o ampartiz da zañsal pe da seniñ, pe abalamour d'o c'horf. Desket e oant ivez, pa ne oa ket ar pep brasañ eus ar merc'hed. Ar merc'hed nemeto e oant a gemere perzh er symposia, ha selaouet e veze o alioù ha kredennoù gant ar wazed.

Kavet ez eus bet perzhioù heñvelik etre hetaira Hellaz ha nadītu Babilon, oiran Japan ha kisaeng Korea, dezho ur renk er gevredigezh etre gisti ha dudierien.

E-touez ar re vrudetañ ec'h anavezomp

Darn a oa pinvidik-bras. Theodote zo bet deskrivet gant Ksenofon evel ur vaouez gwisket gant dilhad koustus, dezhi un ti bras pinvidik ha sklaved niverus.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Ploutarc'hos, Pericles, XXIV