Mont d’an endalc’had

Merc'h

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Merc'hed)
Ar c'hoarezed Benzon gant Peder Severin Krøyer. Gevellezed e oa an div verc'h.
Div verc'h, pe div blac'h, e kornad Urawa, e Japan. Merc'h eo ar verc'h vihan en tu kleiz d'ar verc'h vras a zo en tu dehoù!

Ur verc'h a vez graet eus ur bugel pa vez heñvel e reizh ouzh hini e vamm. Pa vez heñvel reizh ar bugel ouzh hini an tad e vez komzet eus ur mab. Komzet e vez eus mab ha merc'h neuze. El liester avat e vez implijet merc'hed evit ober anv eus an holl dud gwregel o reizh. E brezhoneg Gwened e lavarer alies ur verc'h eus ur plac'h.

Sevel merc'hed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En istor, ha betek dibenn an XXvet kantved, e oa troet buhez ar merc'hed war al labour er gêr da sikour o mamm, da sevel o breudeur, ha c'hoarezed a-wechoù, ha da c'hortoz un dimeziñ dibabet gant o zud. Ral e veze skoliata ar merc'hed, nemet en tiegezhioù uhel. Savet e vezent alies e kouentoù, dalc'het gant leanezed. Darn zo brudet e Breizh, evel kouent Begar, Itron Varia ar Voger e Montroulez, Sant Per e Sant-Brieg.

Savet e veze ar merc'hed evit mont da wragez ha da vammoù, evel o mammoù en o raok.

Dimeziñ merc'hed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar merc'hed a veze dimezet da baotred dibabet gant o zad, ha pa'z aent d'un tiegezh all, e veze roet dezho un tamm argouroù.

Ar re ne gavent ket da zimeziñ, pe ne felle ket d'an tad o dimeziñ, a chome da labourat er gêr, evel matezh d'o zad alies, dreist-holl ma oa intañvet.

Ar minorezed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar minorezed pe emzivadezed

Merc'h ha plac'h

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur verc'h a vez graet ivez eus ur plac'h. Komzet e vez eus ur verc'h vrav, pe ur vrav a verc'h.

El liester e komzer eus paotred ha merc'hed evel eus paotred ha plac'hed, pa ne daoler ket evezh eus an oad. Da neuze e talv merc'hed kement ha bugale ha gwragez, kozh ha yaouank, mesk-ha-mesk.

El liester e c'hell ivez kaout ur ster disprizus: pa gomz ur paotr eus mont da welout ar merc'hed eo eus ur vicher emañ o komz. Met un implij aet da goll eo.


Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Merc'h er
wikeriadur, ar geriadur frank.