Odaliskenn
An odaliskezed (odaliskenn en unander) a oa sklavezed gwerc'h en Impalaeriezh Otoman, a veve en harem ar sultan peurvuiañ, hag a servije e wragez, pe e serc'hed pe e vamm. Homañ, a veze graet ar Valide sultan anezhi, a veze e penn an harem.
Gerdarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a ra ar ger eus ar poz gallek odalisque, deuet eus ar ger turkek odalık, a dalv kement ha plac'h a gambr, eus "oda", "kambr". E saozneg e vez skrivet hervez ar stumm gallek peurvuiañ, pe "odalisk", met skrivet eo bet ivez, hervez an distagadur turkek, odahlic hag odaliq.
Ster ledanaet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er-maez eus an impalaeriezh otoman e vez roet d'ar ger odaliskenn ar ster a serc'h uhelrenk; kement-se ne glot ket gant an istor nag ar c'hustum turk pa oa ret d'an odaliskezed chom gwerc'h.
En Europa ivez e vez implijet ar ger evel gast pe kourtizanez. Ober fae war an istor n'eo ken.
Statud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sklavezed gwerc'h e oa an odaliskezed. Peurliesañ e vezent profet d'ar sultan. A-wechoù ivez, e tiegezhioù Jorjia, e veze aliet ar merc'hed da vont da odaliskezed en un harem. Eno e c'halle o renk uhelaat, e c'hallent mont da serc'hed pe da briedoù. Met mitizhien e oant en harem ar sultan ha netra ken. Ne servijent ket ar sultan, met e wragez pe serc'hed, ha ne vezent ket gwelet gantañ. Tre e traoñ ar skeul e oant en harem, dindan lasoù mamm ar sultan. Met pa veze un odaliskenn koant dreist ar re all, pe ma veze donezonet kaer da ganañ pe da zañsal, e veze desket evit dont da vout serc'h. Ma veze dibabet an odaliskenn da servij ar sultan ez ae betek e wele, ha neuze e save war ur bazenn uheloc'h, hini ar serc'hed. En Impalaeriezh ottoman ne c'halle ar serc'hed gwelout ar sultan nemet ur wech, neuze e veze ret sachañ e evezh gant un donezon bennak, kan, pe dañs pe reizh. Ha ma c'halle ur serc'h reiñ ur mab d'ar sultan e teue da vezañ pried dezhañ kenkent.
Livadurioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur fantasm eo bet an odaliskezed en Europa an XIXvet kantved, e-touez ar wazed wenn, el lennegezh koulz hag el livouriezh, ha gantañ eo bet awenet al luskad arzel a vez graet reterouriezh anezhañ. Met krog e oa an doug d'ar reter adal an XVIIIvet kantved. Digarez e oa da lakaat erotegezh, a dammoù pe a sailhadoù, en taolennoù.
Kement-se zo testeniekaet en taolennoù meneget amañ.
- En XVIIIvet kantved
- An odaliskenn, gant François Boucher, livet e 1740. A c'hallfe a-walc'h bezañ bet awenet gant levr Antoine Galland, a oa bet embannet e droidigezh eus ar Mil nozvezh hag unan e 1704 (kentañ embannadur, meur a hini all zo bet, kement a verzh a rae).
- Odaliskenn he blev melen, gant François Boucher, an anv all roet da boltred unan eus serc'hed ar roue gall da-neuze, an dimezell O'Murphy. Splann an digarez amañ.
- En XIXvet kantved
- Odaliskenn , gant Eugène Delacroix
- La Grande Odalisque, gant Dominique Ingres
- Odaliskenn gant ur sklavez, gant Ingres. Dave da livadurioù eus an Azginivelezh italian (Gwener Urbino ha Danae Tizian), livadurioù eus maouezed noazh gant ur vatezh. Diwar neuze e vo ur c'hiz lakaat ur vatezh du e-kichen ur vaouez wenn en he noazh.
- Esther pe Odaliskenn, gant Léon Benouville
- Fichadenn Esther , gant Théodore Chassériau, 1841
- Odaliskenn (1867), gant Francesco Hayez, en deus livet meur a hini all
- Odaliskenn , gant Jules Joseph Lefebvre, e 1874
- Odaliskenn , gant Ferdinand Roybet
- Olympia, gant Édouard Manet
- En XXvet kantved
- Odaliskenn, gant Auguste Renoir
- An Odaliskenn ruz, gant Henri Matisse
- An Odaliskenn velen, gant Henri Matisse e 1926
- Odaliskenn, gant Pablo Picasso, awenet gant hini Ingres.
Kizelladurioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Odalisca (1883), gant Rafael Atché
Luc'hskeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- E 1858 e veze graet luc'hskeudennoù gant ar saoz Fenton en e di, gant mignoned, diwar-benn buhez faltaziet merc'hed ar broioù muzulmat, evel Odaliskenn koazezet.
- An Odaliskenn, gant Horst P. Horst
Taolennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a boltred odaliskenn zo bet livet gant Francesco Hayez, pe Renoir, da-heul ar c'hiz gant kevrinoù haremoù ar Reter.
-
Esther pe Odaliskenn, gant Léon Benouville, 1844
-
Odaliskenn, gant Francesco Hayez
-
Odaliskenn gant ul levr, gant Francesco Hayez
-
Odaliskenn gant ul levr, gant Francesco Hayez
-
Maouezed muiañ-karet an Emir, gant Jean-Joseph Benjamin-Constant (1845–1902), e 1879.
-
Odaliskenn, gant Renoir
Taolennoù all da welout
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Darn anezho a weler amañ: [1]
Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Odalisque, barzhoneg gant Amable Tastu[1]
- La dernière odalisque, romant gallek gant Fayçal Bey
- Odalisque, ur romant saoznek gant Fiona McIntosh
- Odalisque, trede lodenn ar romant Quicksilver (2003) gant Neal Stephenson, ennañ an teir levrenn-mañ: Quicksilver, King of the Vagabonds, hag Odalisque.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- The Imperial Harem gant Leslie Pierce
- The Nature of the Early Ottoman State gant Heath W. Lowry