Gwreg

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche
Ar wreg nevez, en un eured hindou, en India.

Ur wreg zo un den deuet d'he ment, dezhi reizh parezed ar wazed, hag en oad da zougen bugale. Gwragez a vez lavaret el liester. Komzet e vez eus gwragez ha merc'hed yaouank. Peurvuiañ e reer an anv gwreg eus ur plac'h pe ur vaouez dimezet.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Stop hand.svg
Arvar zo diwar-benn neptuegezh ar pennad-mañ
ha n'eo ket savet diouzh un holloueziadur
.
Kit da welet ar gaozeadenn

Buhez ur plac'h en Europa ar c'hornôg en hon amzer a zo bepred mont da wreg ha da vamm, da lavarout eo dimeziñ pe "paksiñ", rak an holl draoù-se a ya a-unan hervez an divezoiriezh kristen en deus merket don-tre ar stuzegezh, met digreskiñ a ra an euredoù sivil keit ha ma kresk ar PACS-où. A-raok-se, an hini na zimeze ket a chome da vatezh gant he zad, pe a yae d'ar gouent er broioù katolik(Daveoù a vank). Darn a yae da vitizhien da di tud pinvidikoc'h. Un nebeudig a yae da c'histi er c'hêrioù.

Gwragez nevez e Kampot, Kambodia.

En Europa ar Grennamzer, ha betek kreiz an ugentved kantved, ne veze ket dimezet an dud dre garantez, goude ma oa ar pep gwellañ hervez al lennegezh(Daveoù a vank). Aozet e veze an dimezioù gant an tadoù, pe an ezhec'hProuenn?. Ret e oa d'ar wreg bout gwerc'h. Argouroù a veze roet gant tad ar wreg d'he gwazPegoulz ha pelec'h?. Ar wreg a chome er gêr d'ober war-dro an ti, da sevel ar vugaleDouetus. Ar merc'hed ne vezent ket skoliet nemeur, pa vezent.

Genel bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwreg Navajo

Avoultriñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un avoultrerez eo ar wreg he deus darempredoù gant ur gwaz ha n'eo ket he fried.

Intañvez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un intañvez eo ar wreg a zo marvet he gwaz diganti.

Kemmoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En XXvet kantved ez eus c'hoarvezet kemm bras e buhez ar merc'hed en Europa.

  • en deskadurezh
  • el labour
  • er vuhez reizhel

E kevredigezhioù zo n'eo ket aet ar c'hemm ken buan, dreist-holl war ar maez en Europa ar reter(Daveoù a vank). Gwasoc'h c'hoazh eo stad an traoù en Afrika pe er broioù muzulman.

Yezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwreg ha maouez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Heñvelster e vez gwreg ha maouez a-wechoù:

  • pa reont meneg eus ur barez, ha netra ken,
  • pa reont meneg eus ur vaouez dimezet.

Er ster-se e vez komzet eus

  • ur wreg-ozhac'h, a zo ur vaouez kreñv, dezhi doareoù paotred,
  • ur wreg-vor, a dle bezañ yaouankoc'h he dremm eget ur wrac'h-vor

Gwreg ha pried[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Peurvuiañ hiriv e talv gwreg kement ha maouez dimezet. Komzet e vez eus gwreg un den, hag enebet e vez ouzh ar ger gwaz neuze, pe ouzh ar ger ozhac'h. Komz a reer ivez eus an daou bried, pe eus ar priedoù.

  • Danvez gwreg unan bennak eo an hini a zo da zimeziñ gantañ.
  • Kemer unan bennak da wreg a zo dimeziñ ganti.
  • Ur wreg-nevez zo ur plac'h nevez euredet.
  • Ur wreg-pried, a zo ur wreg dimezet ervat
  • Gwreg-kleiz un den, pe e adwreg, pe e serc'h, zo ur vaouez hag a vev gantañ ha n'eo ket an hini zo dimezet gantañ.


Gerioù deveret[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krennlavaroù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Kuzul gwreg hag heol abred Gwech e vezont mat, gwech ne vezont ket.
  • Ar wreg, an arc’hant hag ar gwin O deus o mad hag o binim.
  • Gwreg klemmus, gwreg padus.
  • Gwreg a ouel a-raok an eured, ha gwaz a ra goude.