Wikipedia:Menegit ho taveoù
Mat eo bezañ resisoc'h ha kaout un daveenn asur: lavaret piv en deus lavaret kement-mañ ha pelec'h e c'haller kaout kement-se (ha reiñ daveennoù a-zoare: levr, lec'hienn... pajenn, bloavezh).
Wikipedia n'eo ket un dave
[kemmañ ar vammenn]N'hall ket Wikipedia (an hini brezhonek pe ar reoù all) bezañ lakaet da zaveenn. Dav eo kaout "eildaveennoù", da lavaret eo un oberenn diavaez (geriadur, studiadenn...) hag a c'hall bezañ gwiriet aes.
Goulenn ma vefe lakaet daveennoù
[kemmañ ar vammenn]Skrivañ evel-henn : {{Daveoù a vank}} war-lerc'h an arroudenn a gav deoc'h e vefe mat kaout un dave pe veur a hini.
Evel-just eo ne dalv ar boan goulenn daveennoù nemet evit traoù hag a c'hallfe sevel breud diwar o fenn, pe douetañs. Ne servij da netra lakaat war-lerc'h «gwenn eo an erc'h» pe «ur golvan a zo ul labous». Met evit traoù dic'hortoz pe nebeut anavezet evel «an dugez Anna a blije dezhi c'hoari ar bouloù» eo mat lakaat e pelec'h eo bet pesketaet seurt keloù ganeoc'h.
Lakaat an daveennoù e stumm notennoù
[kemmañ ar vammenn]Evit lakaat notennoù, skrivañ an traoù etre <ref></ref> ha goude lakaat <references/> e traoñ ar bajenn (ma n'emañ ket c'hoazh), pe neuze, pa vez c'hoant lakaat bihanoc'h, pe war zaou vann: {{reflist}} {{reflist|2}}. Da skouer, m'ho peus c'hoant da venegiñ pelec'h ho peus kavet ar c'hevatal brezhonek d'ar galleg "Olympe":
- Olimpos<ref>Roparz Hemon, ''Nouveau dictionnaire breton-français'', Al Liamm, 1978, p.606a.</ref>