Kerne

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

William Bouguereau in his studio.jpg Labour ’zo d’ober c’hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc’h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec’h reiñ hoc’h ali ha netra ken, grit ’ta e pajenn ar gaozeadenn.
Bro-Wened Bro-Wened Bro-Gernev Bro-Leon Bro-Dreger Bro-Sant-Brieg Bro-Sant-Maloù Bro-Naoned Bro-Zol Bro-Roazhon Meurvor Atlantel
Kartenn Bro-Gernev

Kerne (pe Kernev), Bro-Gerne (pe Bro-Gernev) a zo unan eus nav bro hengounel Breizh. Kerneviz a vez graet eus an dud.

Tachenn[kemmañ]

En em astenn a ra en div drederenn eus Su Penn-ar-Bed, met un nebeud kumunioù eus ar Mor-Bihan (tro-dro da C'hourin) hag un toullad brav a gumunioù eus mervent Aodoù-an-Arvor (adalek Mur betek Menez Are) zo e Kerne ivez. Kêr-benn ar gontelezh kozh hag an eskopti eo Kemper. Sellet e vez ouzh brezhoneg Kerne evel ouzh unan eus an teir rannyezh a ya d'ober ar c'hKLT (nemet n'eo ket sklaer ha peder rannyezh vrezhonek zo evit gwir evel ma lavarer).

Kenorin eo an anv "Kerne(v)"-se gant hini Kernev-Veur : "Kernow". Anv ar rannvro vreizhveuriek a zo bet roet en tu-mañ d'ar mor ivez, met n'ouzer ket perak eo bet doublet lies a anvioù bro e Breizh-Veur hag e Galia (Domnonea, da skouer, Devon). E latin e vez graet gant "Cornugallia", pe a-wechoù "Cornubia".

Istor[kemmañ]

Kerne-Izel, Kerne-Uhel[kemmañ]

Dre vras e vez graet Kerne-Izel eus an arvor, gant ar Vro-C'hlazig, ha Kerne-Uhel eus an argoad.

Kerne hiziv[kemmañ]

218 kumun a zo e Bro-Gerne an deiz hiziv (Niveradeg 2007 : 477 308 a annezidi[1]. Gorread : 5 975 km²).

Liammoù[kemmañ]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ]

  1. Lec'hienn Geobreizh (br)


Nav bro gozh Breizh Banniel Breizh
Bro-ZolBro-GwenedBro-GerneBro-LeonBro-NaonedBro-RoazhonBro-Sant-BriegBro-Sant-MaloùBro-Dreger
Flag of Brittany.svg Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.