Gallaoueg

Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ur yezh romanek komzet e Breizh eo ar gallaoueg (gallo pe galo).
Yezh, rannyezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur yezh eus familh ar yezhoù romanek eo ar gallaoueg. N'eo ket ur rannyezh eus ar galleg na "galleg saout" e-giz ma vez klevet a-wechoù. Dont a ra eus al latin a veze komzet gant an dud e Breizh-Uhel gwechall gozh. Levezonet eo bet gant ar galianeg a veze komzet en takad-mañ a-raok c'hoazh, pe c'hoazh gant an norseg, yezh ar Vikinged, hag ar brezhoneg evel-just.
Politikerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tabut zo da c'houzout ha dereat eo lakaat gallaoueg war ar panelloù-hent, e-lec'h brezhoneg a-wechoù, ouzhpenn brezhoneg gwechoù all. Hiziv an deiz emañ ar gallaoueg war ar panelloù e Lozaog/Loudia, Noal-Bazeleg/Nouya ha Parzieg/Parczae.
Lod a ziskler ez eo marv-mik e-touez an dud e kalz parrezioù, hag e vefe e gwirionez meur a barlant dindan an anvad "gallaoueg", da skouer ar mitaweg.
Tabut a zo a-zivout ster politikel ar stourm evit ar gallaoueg, dreist-holl a-berzh stourmerion vrezhon a zo a-enep ar gallaoueg.
Tachenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Daou savpoent zo diwar-benn petra eo tachenn ar gallaoueg :
- hervez lod e klot tachenn ar gallaoueg gant bevennoù Breizh er reter;
- hervez lod all n'eus netra da welet (amañ kartenn skol-veur Laval e Kebek war ar yezhoù oïl ; [1]).
![]() |
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |