Okitaneg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Okitaneg
(Occitan)
Perzhioù
Komzet e : Frañs, Spagn, Italia
Rannved : Europa
Komzet gant : 3 000 000
Renkadur : goude 100
Familh-yezh : Yezhoù indezeuropek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : Katalonia (Spagn)
Akademiezh : Congrès Permanent de la Lenga Occitana[1]
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 oc
ISO 639-2 oci
ISO 639-3 oci
Kod SIL OCI
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.
Okitania

Ur yezh romanek eo an okitaneg, a vez komzet en Okitania, en em led war un tregont bennak a zepartamantoù eus kreisteiz Frañs, traoñiennoù eus an Alpoù e Piemont (Italia) ha traoñienn Aran e gwalarn Katalonia (Spagn).

Dont a ra anv ar yezh eus ar ger oc, a dalveze kement ha 'ya' e parlantoù kreisteiz Frañs, er Grennamzer, tra ma veze graet gant oïl (distaget oui) er broioù krec’h. Dont a ra ar ger òc eus al latin hoc est, eleze 'se eo', a veze implijet evit respont ya d’ar goulennoù. Ar gerioù okitaneg, Okitania pe Lengadok a zeu holl eus ar bennrann-se.

Hervez studiadennoù a zo bet embannet gant arbennigourien e vefe war-dro 6 milion a dud o kompren okitaneg ha war-dro 3 milion a dud o kaozeal ar yezh.

Istor[kemmañ]

Deveret eo an okitaneg eus al latin evel ma veze komzet er broioù-se. Ar gerioù okitanek kentañ a gaver e testennoù latin en VIII hag en IXvet kantved. An destenn gentañ skrivet en okitaneg penn-da-benn eo ar "Boèci", en enor d'ur prederour roman merzheriet en eilvet kantved. Skrivet e voe an destenn-se e-pad an naved kantved.

Ur yezh lennegel e oa an okitaneg er Grennamzer, gant barzhonegoù an trobador-ed. Anavezet eo o skridoù en tu-hont d’ar vro okitanek : en Italia, e Katalonia hag e Bro-C'hall eo brudet an trodadored ha lod eus barzhed kentañ Katalonia a skrive en okitaneg pe en ur c'hatalaneg gwall levezonet gant an okitaneg betek Ausias March a voe an hini kentañ a skrivas e katalaneg da vat.

Goude ma voe aloubet ar broioù okitanek gant rouaned Bro-C'hall ha ma voent staget ouzh o domani (« kroaziadegoù » a-enep ar Gatared pe Albiziz) e voe kollet brud gant an okitaneg, ha kemeret e voe e blas gant ar galleg tamm-ha-tamm. E 1569, gant Edid Villers-Cotterêts, e voe lakaet ar galleg da vezañ yezh nemeti ar velestradurezh e rouantelezh Frañsez Iañ a Vro-C'hall. En em lakaat a reer da implijout ar galleg, diwar-goust an okitaneg, el lezioù-barn, er marilhoù, en aktaoù a bep seurt (nemet er broioù n’int ket bet staget ouzh Bro-C'hall evel traoñienn Aran, traoñiennoù okitanek Piemont, Bearn).

Derc’hel a reas an okitaneg da goll tachenn a-hed ar c’hantvedoù. En XIXvet kantved e krogas un adsav lennegel gant ar skrivagner Frederic Mistral hag ar gevredigezh savet gantañ e 1854, ar Felibritge.

Meur a anv a zo bet roet d’an okitaneg a-hed an istor : betek an XIIvet kantved e veze graet Lingua romana anezhañ, etre an XIIvet hag ar XIVvet kantved e raed alies Lemouzi anezhañ ; an Italian Dante Alighieri (1265-1321) a rae gant Lingua d'Oc ; en italianeg hag e galleg e voe graet ivez gant provenzale pe provençal (provañseg).

Rannyezhoù[kemmañ]

Rannyezhoù an okitaneg

Un nebeud diforzhioù etre ar rannyezhioù[kemmañ]

  • langadokeg:
    • chomet eo kensonennoù diwezhañ ar gerioù, nemet -n
    • "v" a vez distaget [b]: del vin [del bi]
    • ger-mell: lo(s)
  • provañseg
    • kouezhet eo kensonennoù diwezhañ ar gerioù, nemet -n
    • "v" a vez distaget [v]
    • "-l" e fin ar gerioù zo deuet da "-u" deu vin [dew vin]
    • ger-mell: lei(s)/li(s)
  • gwaskoneg:
    • f a zo aet da [h]: la filha (langedokeg) / la hilha (gwaskoneg)
    • kouezhet eo -n- etre vogalennoù: una (langedokeg) / ua (gwaskoneg)
    • -ls- etre vogalennoù a zo aet da "-th-" (distaget [tj] pe [t]
    • -ll- etre vogalennoù a zo aet da -r-
    • ur ger hag a grog gant r- a zo adpezhet gant un a-: un rat (langedokeg) / un arrat (gwaskoneg)
    • "qu" ha "gu" a vez distaget [kw] ha [gw]: lang. quatre [katre] / gwask. quate [kwate]
    • "-l" e fin ar gerioù zo deuet da "-u"
    • "v" a vez distaget [b]
  • arverneg :
    • kensonennoù gouzoug zo aet da staonekaat
    • kouezhet eo kensonennoù diwezhañ ar gerioù, nemet "r" e "-or", "-ur"
    • "v" a vez distaget [b]: dau vin [daw vi]
    • "-l" e fin ar gerioù zo deuet da "-u" pa zeu deus un L latin, hag "-l" pa zeu deus un -LL latin.

Statud[kemmañ]

Evel ar brezhoneg emañ an okitaneg en arvar e Frañs. Ur plas dister en deus war gwagennoù ar skinwel. Kelennet e vez an okitaneg er skolioù okitanek Calandretas, e klasoù divyezhek ar skolioù stad, er c’hentañ derez dreist-holl. Un adsav lennegel a voe en XIXvet kantved gant krouidigezh skol lennegel ar Felibritge ha hiziv an deiz eo birvidik al lennegezh hag an embann okitanek.
E Traoñienn Aran en deus an okitaneg (pe e stumm lec’hel, an aranés) ur statud ofisiel, e-kichen ar c’hatalaneg hag ar spagnoleg.
E traoñiennoù Piemont, en Italia, eo anavezet an okitanegerien evel minorelezh yezhel.

Lennegezh[kemmañ]

Goude prantad aour ar Grennamzer ez eo en XIXvet kantved e teuas sked en-dro d’an okitaneg. Gant Joseph Roumanille (1818-1891) ha gant Frederic Mistral (1830-1914), a c’hounezas Priz Nobel al lennegezh e 1904, e voe savet ur gevredigezh anvet Felibritge a-benn reiñ brud en-dro d’ar yezh oc, dre o skridoù.

Kerentiezh gant ar yezhoù romanek all[kemmañ]

Brezhoneg Latin Galleg Italianeg Spagnoleg Okitaneg Katalaneg Portugaleg Roumaneg
alc’hwez clavis | akuzativ clavem clef chiave llave clau clau chave cheie
noz nox | akuzativ noctem nuit notte noche nuèit nit noite noapte
kanañ cantare chanter cantare cantar cantar / chantar cantar cantar cânta
gavr capra chèvre capra cabra cabra / chabra cabra cabra capră
yezh, teod lingua langue lingua lengua lenga llengua lingua limbă
plas platea place piazza plaza plaça plaça praça piaţă
pont pons | akuzativ pontem pont ponte puente pont pont ponte pod
iliz ecclesia église chiesa iglesia glèisa església igreja biserică
ospital hospitalis hôpital ospedale hospital espital hospital hospital spital
keuz caseus | latin izel formaticum fromage formaggio queso formatge formatge queijo caş, brânză

Gwelet ivez[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]

Wiktionary-logo-br.png
Sellit ouzh ar ger okitaneg er
wikeriadur, ar geriadur frank.

Keleier France 3 en okitaneg gant Windows Mediaplayer

Dave an notennoù[kemmañ]

  1. Congrès permanent de la langue occitane / Congrès permanent de la lenga occitana - Un nouvel organisme de régulation de l’occitan au service des usagers et des locuteurs