Provañs
Aller à la navigation
Aller à la recherche

Banniel Provañs, savet diwar
livioù konted Barcelona
livioù konted Barcelona
Provañs (Provença, [pʀuˈvɛⁿsɔ], en okitaneg) zo ur rannvro istorel ha sevenadurel e reter Okitania.
Bez' e oa gwechall ivez ur rouantelezh ha goude-se ur gontelezh, a voe staget e 1481 ouzh Bro-C'hall.
Klotañ a ra hiziv, mui pe vui, gant ul lodenn eus ar rannvro velestradurel Provence-Alpes-Côte d'Azur, e gevred ar Stad c'hall. En em astenn a ra eus korn-bro Nimes betek ar stêr Var a zisparti Provañs ha Kontelezh kozh Nisa. Met da vareoù zo e oa bro Nisa e kontelezh Provañs (betek 1388 da skouer).
Arle e oa kêr-benn Provañs etre 911 ha 1180, ha goude-se Ais de Provença etre 1180 ha 1789. Hogen Marselha eo kêr-benn ar rannvro velestradurel Provence-Alpes-Côte d'Azur bremañ.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Chevallier R. ː Provincia. Villes et monuments de la province romaine de narbonnaise. Le Belles Lettres. Paris. 1982. ISBN ː 2-251-33308-8
- Février Paul-Albert & Barral I Atet Xavier ː Topographie chrétienne des cités de la Gaule, des origines au milieu du VIIIè siècle. VII. Province ecclésiastique de Narbonne (Narbonensis Prima). De Boccard. Paris. 1989.