Frederic Mistral

Eus Wikipedia
Frederic Mistral

Frederic Mistral (rouesoc'h:Frederic Mistrau) a zo bet ganet d'an 8 a viz Gwengolo 1830 e Malhana ha marvet d'ar 25 a viz Meurzh 1914.

Skrivagner ha geriadurour en okitaneg Provañs e oa, ha tapet en doa Priz Nobel al lennegezh.

E oberenn vras kentañ a voe Mirèio. Ganti e voe anavezet diouzhtu e Bro-C'hall a-bezh, ha da heul er bed a-bezh.

Skrivet eo ar werz e mod Homer : daouzek kan.

Skrivañ a reas ivez gwerzioù all : Calendau, Lou Pouemo dòu Rose (Gwerz ar Ron), Nèrto, La Rèino Joano (ar rouanez Joana a Napoli). Skrivañ a reas ivez ur levr diwar e vuhez Memòri e raconte, ha dreist-holl e c'heriadur bras Lou tresor dòu Felibrige gant en tu-hont da 65 000 ger ennañ.

D’ar 21 a viz Mae 1854 e savas un emglev gant c'hwec'h kenseurt, ar Felibrige, evit bodañ ar skrivagnerion en okitaneg. Ar Felibrige a zo, hiziv an deiz c'hoazh, un emglev pouezus ag ar skrivagnerion ha difennerion ar yezh. Gant Frederic Mistral neuze e oa Pau Giera, Josèp Romanilha, Teodòr Aubanèu, Ansèume Matiéu, Joan Brunet hag Adòufe Tavan.

Buan ec'h arruas tud arall er Felibrige, evel ar barzh a Salon Blàsi-Antòni Crousillat pe, da heul, Bonaparte-Wyse, un Iwerzhonad eus tiegezh an impalaer Napoleon III.

Delwenn Frederic Mistral en Arle

Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Nerto, lakaet e brezhoneg gant R. Pradig, hag embannet gant Hor Yezh.