Provañseg
| Provañseg (Provençal, Provençau) | |
|---|---|
| Perzhioù | |
| Komzet e : | Frañs |
| Rannved : | Provañs, kontelezh Nisa |
| Komzet gant : | war-dro 250 000 den |
| Renkadur : | goude 100 |
| Familh-yezh : | Yezhoù Indezeuropek Yezhoù italek |
| Statud ofisiel | |
| Yezh ofisiel e : | |
| Akademiezh : | Conselh de la Lenga Occitana (doare-skrivañ an IEO) / Counsèu de l'escri mistralen (doare-skrivañ Mistral) |
| Kodoù ar yezh | |
| ISO 639-1 | oc |
| ISO 639-2 | oci |
| ISO 639-3 | oci |
| Kod SIL | OCI |
| Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. | |
Ar provañseg zo ur rannyezh okitanek, komzet dreist-holl er rannvro Provence-Alpes-Côte d'Azur, en departamantoù-mañ : Var, Vaucluse, Bouches-du-Rhône, Alpes-de-Haute-Provence, Alpes-Maritimes, hag en ul lodenn eus departamant ar Gard. Komzet e vez ivez e Monaco. Ar ster-se eo a vez gant ar ger peurliesañ (kod SIL : OCI). E meur a yezh (galleg, saozneg, okitaneg, italianeg...) eo bet implijet ar ger "provañseg", e-pad ur pennad, d'ober anv eus an okitaneg en e bezh, eus an holl rannyezhoù okitanek. Bremañ avat ne reer gant ar ger peurvuiañ nemet evit ar rannyezh komzet e Provañs.
Evit tud zo ez eo ar provañseg ur yezh dibar, disheñvel diouzh an okitanegoù all[1]. Ober a ra an dud-se gant un doare-skrivañ disheñvel diouzh an doare-skrivañ implijet peurvuiañ evit an okitaneg ha diazezet war labourioù Frederic Mistral hag ar Felibritge.
"Provañseg", pe henbrovañseg, a reer ivez alies eus an henokitaneg implijet gant an trobadored pe troubadoured er Grennamzer (kod SIL : OCI). E gwirionez ne oa ket genidik ar barzhed-se eus Provañs hepken met alies ivez eus Lengadok pe bro Lemojez. D’ar mare-se ne veze ket graet kalz gant an anvadur okitaneg evit envel yezh lennegel ar broioù-se. Goude ar XVIvet kantved, pa ne oa ket mui implijet an okitaneg evel yezh skrivet ofisiel, e voe paouezet d’ober gant ar stumm skrivet klasel ha graet e voe muioc’h-mui gant stummoù rannyezhel er skridoù.
Meur a isrannyezh a zo e provañseg, en o zouez hini korn-bro Nisa (niçard).

Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Philippe Blanchet, da skouer, en e levr Parlons provençal (lenn enlinenn)
Gwelet ivez:
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Robert Rourret : Dictionnaire Français-Occitan provençal. Institut d'Etudes Occitanes. Alpes-Maritimes. 1981