Brezhoneg
Iskevrennad eus | predeneg ar mervent |
---|---|
Rann eus | yezhoù rannvroel Frañs |
Anv er yezh a orin | brezhoneg, Brezhoneg |
Stad | Frañs |
Genidik a | Breizh, Rannvro Breizh |
Deiziad kregiñ | 5. century |
Linguistic typology | Yezh VSO, Yezh V2, Nominativel-akuzativel, yezh enteuzel |
Reizh yezhadurel | gourel, benel |
Lizherenneg | lizherenneg ar brezhoneg |
Language regulatory body | Ofis publik ar brezhoneg |
Statud ar yezh hervez an UNESCO | 4 en arvar bras |
Ethnologue language status | 7 Shifting |
Hashtag | bzhg |
Has conjugation class | regular Breton conjugation |
Rummad tost | Category:Breton pronunciation |
Kod yezh Wikimedia | br |
Brezhoneg | |
---|---|
Perzhioù | |
Komzet e : | Breizh |
Rannved : | Europa |
Komzet gant : | etre 206 000[1] ha 295 000[2]. |
Renkadur : | goude 100 |
Familh-yezh : | Yezhoù indezeuropek
|
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | |
Akademiezh : | |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | br |
ISO 639-2 | bre |
ISO 639-3 | |
Kod SIL | BRE |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Ur yezh keltiek a orin eus Enez Vreizh (Breizh-Veur/Preden) hag eus skourr ar yezhoù predenek eo ar brezhoneg, pe ar breton e lec'hioù zo[3]. Deuet e vije diwar ur voutinded yezh a vije bet etre Enez Vreizh ha Breizh Vihan (Arvorig) e-tro dibenn an Henamzer. A-gozh e vez komzet ha skrivet e Breizh.
Biskoazh ne voe komzet en darn vuiañ eus Breizh-Uhel (Bro-Naoned ha Bro-Roazhon), buan e yeas da get e Bro-Zol hag e Bro-Sant-Maloù levezonet-don e voe gant ar romaneg e bro Werrann hag e Bro-Wened[4] Tamm-ha-tamm ez eas ar brezhonegva war-gil ; hiziv ne vez komzet nemet e Breizh-Izel, er c’hornôg d’ul linenn hag a dreser dre vras eus Plouha da Wened)[5].
Istor diavaez ar brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bet eo komzet ar brezhoneg gant pennoù bras Stad Breizh betek an XIIvet kantved a-raok bezañ dilezet ganto. Deuet eo tamm-ha-tamm da vezañ yezh Goueled Breizh hag ar bobl vunut p'eo bet dilezet d'e dro gant an noblañs hag ar vourc'hizien, a zo aet war ar galleg. Al latin e oa yezh skrivet duged Breizh, hag ar galleg adalek ar XVvet kantved. Chomet ez eus gerioù prizius diwar ar brezhoneg kozh a vez implijet hiziv an deiz da sevel gerioù brezhonek nevez war tachennoù evel ar brederouriezh ha skiantoù mab-den, da skouer.
Kar-tost eo ar brezhoneg d'ar c'hembraeg ha, marteze, un tammig d’ar galianeg hag a zo aet da goll da vat war-dro kreiz ar VIIvet kantved, met n'eus tamm prouenn ebet e vefe bet levezonet ar brezhoneg gant ar galianeg peogwir n'ouzer ket nemeur a dra a-zivout stad ar galianeg en amzer donedigezh Brezhoned an Inizi da Vreizh-Vihan ha n'ouzer ket kalz hiroc'h diwar-benn brezhoneg an amzer-se kennebeut. Anavezet eo ar brezhoneg gant Aozadur ar Broadoù Unanet evel ur yezh evel a re all.
Brezhoneg ha Dispac'h gall
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'he deus ket ar vonarkiezh graet netra a-enep ar yezhoù disheñvel diouzh ar galleg, met adal an Dispac'h gall eo bet cheñchet an traoù[6]. Kroget ez eus bet da gelenn galleg d'an holl dud ha da waskañ war un dro an holl yezhoù all a veze graet patois anezho en un doare dismegañsus, e Breizh peurgetket a-drugarez da zoareoù kriz da lakaat mezh war bugale er skolioù Stad pe gatolik. Dalc'het e voe d'ar politikerezh-se da lazhañ ar brezhoneg betek ar bloavezhioù 1960, da lavaret eo betek ar mare ma voe echuet well-wazh gant ar skolioù da zegemer bugale dic'hallek desavet e brezhoneg gant o zud.
Hiziv an deiz, ha pa gendalc'hfe ar politikerezh gall da lakaat galleg dre holl abalamour m'eo yezh ar republik, e vez komzet brezhoneg gant e-tro da 300 000 a dud c'hoazh (e-skoaz 1 300 000 er bloaz 1930). Evit diskouez pegen kriz eo bet an traoù a-enep ar brezhoneg ez eus ur frazenn anavezet mat hag aa lavar splann an traoù : « Il est interdit de cracher par terre et de parler breton ». E penn-kentañ an XXvet kantved ne ouie an hanter eus an dud nemet brezhoneg hag an hanter all a ouie an div yezh. Er bloaz 1950 ne chome mui nemet 100 000 a dud na ouient nemet brezhoneg.
Hiziv an deiz ez eo ar brezhoneg ar yezh keltiek nemeti hep statud ofisiel ebet. Ne fell ket d'ar gouarnamant lakaat cheñch mellad 2 ar vonreizh bet degemeret er bloaz 1994 hag a embann La langue de la République est le français.
Ingal en em vod dekviliadoù a dud e Frañs evit goulenn ma vefe kemmet al lezenn-se : en Europa ne vez kavet ul lezenn evel-se nemet e Frañs.
Nevez zo eo bet ar skolioù Diwan o klemm dirak Lez europat gwirioù mab-den evit ma vefe doujet da wirioù ar Vretoned e-keñver o yezh.
Brezhoneg a vez komzet ivez en estrenvro hag e Bro-C'hall, er c'hêrioù bras dreist-holl.
Marevezhioù ar brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Boas eur da rannañ istor ar brezhoneg e meur a varevezh.
Betek an VIIvet kantved ne oa bet kemm bras ebet etre ar predeneg komzet e Breizh-Vihan hag an hini komzet e Breizh-Veur.
- An henvrezhoneg, eus ar VIIvet kantved betek an XIvet kantved. N’anavezomp yezh ar mare-se nemet dre dammoù frazennoù berr-berr, gerioù (spisc'herioù), anvioù tud hag anvioù lec’h.
- Ar c’hrennvrezhoneg, eus an XIvet kantved betek ar XVIvet kantved. Eus an amzer-se ec’h anavezomp dreist-holl pezhioù-c’hoari, hir-mat alies a-walc’h.
- Ar brezhoneg raknevez eus ar XVIIvet kantved betek penn kentañ an XIXvet kantved.
- Ar brezhoneg kempred betek bremañ.
An deskadurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er bloaz 1977 e voe krouet ar rouedad skolioù Diwan. Er skolioù-se e vez desket dre ar brezhoneg (4 337 skoliad da vare an distro-skol e 2018[7]).
Klasoù divyezhek zo ivez e skolioù Stad Div Yezh (8 563 skoliad) hag e skolioù katolik prevez Dihun (5 437 skoliad)[8]). Miliadoù a dud yaouank (18 337 en holl e 2018) a ya da skolioù seurt-se adal ar skol-vamm betek fin al lise.
Pell emañ ar sifroù-se diouzh goulenn an dud c'hoazh, hervez disoc'hoù sontadeg TMO/Kuzul-rannvro Breizh 2018.
Geriadurouriezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gwelit : geriadurouriezh ar brezhoneg.
Rannyezhoù ar brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gwelit : rannyezhouriezh ar brezhoneg.
Petra zo dibar d'ar brezhoneg ?
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tres ar verb : ober / bezañ oc'h ober
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evel en iwerzhoneg ez eus daou stumm da bep amzer verb e brezhoneg. Kemm zo etrezo hervez m'eo boas an ober pe n'eo ket. Kavet e vez traoù evel-se e saozneg ivez. Kavout a reer en amzer-vremañ ur stumm boas hag ur stumm war ober :
- Me zo o komz gant ma amezeg (bremañ pa lavaran)
- Me a gomz gant ma amezeg (bep mintin)
Er verb bout (bezañ) hag er verb kaout avat ez eus daou stumm disheñvel hep stumm war ober ebet (gant ar « verb bezañ + o + anv-verb ») :
- Skuizh on hiziv
- Skuizh e vezan da Wener
- Naon am eus heno(a)zh
- Naon am bo fenoz
- Naon am bez bemnoz
Araogennoù displeget
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evel er yezhoù keltiek all a-vremañ e vez displeget an araogennoù e brezhoneg hervez ar gour, da lavaret eo ez a ar raganvioù-gour d'ober ur ger hepken gant an araogenn zo araozo.
Gour | Displegadur |
---|---|
me | ganin |
te | ganit |
eñ | gantañ |
hi | ganti |
ni | ganimp, ganeomp |
c'hwi | ganeoc'h |
i | gante, ganto |
Keñveriañ gerioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En daolenn amañ dindan e kavor perzhioù boutin d'ar brezhoneg (hini Gwened ha KLT) hag ar c'herneveureg ; ar gerioù gallaouek ha gallek zo roet ivez. Gellout a reer gwelet traoùigoù heñvel e brezhoneg ha gallaoueg, da skouer an doare da lavaret « gwiñver », kazh-koad neuze e brezhoneg ha chat-de-boéz savet o-daou war an hevelep patrom, met war harzoù ar brezhoneg hepken e vez kavet an doare-se (Sant-Yann-Brevele), hag e Gwernenez, e Breizh-Uhel e kaver dre vras chat d'étchuiré, chat d'écureuil, evel en ul lodenn vras eus ar yezhoù oil[9].
Kerneveureg (FSS) | Brezhoneg (KLT) | Gwenedeg | Gallaoueg | Galleg |
---|---|---|---|---|
gwenenen | gwenanenn | guérenen | avètt | abeille |
kador | kador | kadoér | chaérr | chaise |
keus | formaj/fourmaj/keuz | fourmaj | fórmaij | fromage |
yn mes | er-m(a)ez | er-mêz | desort | sortie |
kodha | kouezhañ | kouehel | cheir | tomber |
gaver | gavr | gavr | biq | chèvre |
chi | ti | ti | ostèu | maison |
gweus | gweuz/muzell | muzell | lip | lèvre |
ganow | genoù/beg | beg | góll | bouche (gueule) |
niver | niver | niver | limerot | numéro |
peren | perenn | perenn | peirr | poire |
skol | skol | skol | escoll | école |
gwiwer | gwiñver, kazh-koad | razh-koed, kazh-koed | chat d'écureuil, chat-de-boéz | écureuil |
steren | steredenn/sterenn | sterenn | esteill | étoile |
megi | butunat/fumiñ | butunat | betunae | fumer (du tabac) |
hedhyw | hiziv/hirio/hiriou/hidiv | hiniv, hirio, hidiv | anoet | aujourd'hui |
hwibana | c'hwibanañ/c'hwitellat/sutal… | c'hwitellat | sublae | siffler |
Stourmoù evit ar yezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kalz anezho zo bet ; difeuls alies ha dic'hortoz eo ar re nevesañ.
- Ur strollad nevez anvet Ai'ta! (deomp dezhi, e brezhoneg Treger ; gwelit [1]) a stourm evit ar yezh er vuhez foran gant fent ha preder.
- Ur stourm all zo anezhañ eo ar stourm livadureg, da heul Stourm ar Brezhoneg. Kement hini hag a stourm evit ar yezh zo pedet neuze da ginklañ ur blog gant e wellañ livadurioù (gwelit [2]).
Politikerezh evit ar yezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En deskadurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A-benn talañ ouzh an diouer a gelennerien stummet war an deskadurezh vrezhoneg ez eus bet krouet yalc'hadoù "Skoazell & Desk" gant ar rannvroioù hag ar c'huzul bro.
-
Bruderezh evit ar yalc'had Skoazell & Desk
-
Levrioùgoù evit broudañ studierien da c'houlenn ar yalc'had Skoazell & Desk
Priziadeg 2018
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E miz Meurzh/Ebrel 2018 e voe goulennet gant ar gelennerien vrezhoneg lakaat da dremen arnodennoù live evit ar c'hlasadoù trede e Diwan, en deskadurezh katolik hag an deskadurezh foran, da welet live gwirion ar skolajidi e fin ar c'helc'hiad pevar (sañset B2 ar CECRL).
Er vuhez foran
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er vuhez foran e kaver brezhoneg dindan daou stumm : ur c'hoant da vrudañ ar yezh ha da ziskouez ez eus politikerien a-du ganti, pe un implij gant brezhonegerien war ar pemdez.
Aliesoc'h-aliesañ e kaver ar brezhoneg er bed ekonomikel, ma vez degaset gant tud kar-o-yezh bet desket enni ha deuet da vezañ aktourien er bed-se. An abeg a genwerzh zo ivez dre emdroadur spered an dud a fell dezho adkavout un aergelc'h gwirion ha gwriziennet donoc'h en o endro sevenadurel.
-
Panell divyezhek e Stankoù Apigné (Il-ha-Gwilen)
-
Panell divyezhek er vro-Vigoudenn en ur stal bleunioù
-
Ti an douristed e Karaez, panell degemer divyezhek
Diouer a stourm evit ar yezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E miz Kerzu 2006 e oa bet Marc ar Fur, kannad UMP (tu dehoù gall) Loudieg o kinnig e parlamant Pariz ur mennad savet evit anavezout ar yezhoù rannvro er Vonreizh c'hall : kannad ebet eus ar PS gall e Breizh (na Jean-Yves an Drian, a zo ivez prezidant Kuzul Rannvro Breizh) n'en doa mouezhiet gant kinnig ar Fur.
Skort eo implij ar brezhoneg war an dachenn bolitikel e-maez an Emsav. Implijet e vez dreist-holl evit desachañ mouezhioù war-du ur strollad pe un den politikel. Ral eo ar c'hoant gwirion da harpañ ar yezh.
An niver a vrezhonegerien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez un enklask kaset gant Fañch Broudig ha TMO, paeet gant Kuzul Rannvro Breizh, ne vije nemet 207 000 brezhoneger ken e 2007. Hervez enklask an INSEE, kempoelloc'h hervez Hervé Abalain[10], graet e 1999, e vefe 295 000[11]. Hervez Efficience 3 (2001) e vefe 300 000[11]. Ur 100 000 a dud bennak pe ouzhpenn a gompren mat ar yezh hep he c'homz[12].
Brezhonegerien zo e New York ; ar re-se oa degadoù bennaket anezho e 2012, hervez BZH New York, kevredigezh ar Vretoned eno[13]. N'eo ket gouiet hag ar re-se a gomz ar yezh a-wechoù pe bemdez, pe ar seurt rannyezh komzet ganto enni kennebeut.
Hervez ur studiadenn bet embannet e 2018 ez eus muioc'h evit 207 000 brezhoneger er vro[14].
Krennlavaroù diwar-benn ar brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Jouitteau, M. (2009-bremañ) ARBRES, wikiyezhadur ar brezhoneg, IKER, CNRS. (yezhadur wiki ar brezhoneg (skrivet e galleg), gant skouerioù troet ger-ha-ger ha keñveriadennoù gant yezhoù all).
- L'Ouest en mémoire (Ina) - Petra eo ar Brezhoneg
- Ethnologue
- WikiTongues
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Arzel Even : Istor ar yezhoù keltiek, levrenn 1, Hor Yezh, 1987
- (en) Steve Hewitt : The Degree of Acceptability of Modern Literary Breton to Native Speakers, Department of Linguistics, Cambridge, 1977 Lenn en-linenn. Kavet : 05/10/2020.
- MADEG Mikael, Kentelioù distagadur brezhoneg Bro-Leon, Nadoz-Vor Embannadurioù, Brest, 2020.
- (en) Steve Hewitt : The problem of neo-speakers in language revitalization: The example of Breton, University College, London, 2020 Lenn en-linenn. Kavet : 05/10/2020.
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Deskadurezh vrezhonek
- Lennegezh vrezhonek
- Skrivagnerien vrezhonek
- Lizherenneg fonetik etrebroadel evit ar brezhoneg
- Diwan
- Div Yezh
- Dihun
- Ofis ar Brezhoneg
- Lec'h ar brezhoneg er skolioù.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ TMO 2007
- ↑ INSEE 2001
- ↑ "breton .1" ha "breton .2" war al lec'hienn devri.bzh
- ↑ Arzel Even, op. cit, p. 154.
- ↑ Arzel Even, op. cit., p. 158.
- ↑ La Revolution française et la langue bretonne
- ↑ (Ofis Publik ar Brezhoneg)
- ↑ Ofis Publik ar Brezhoneg)
- ↑ Eugène Rolland, Faune populaire de France, levrenn 7, p.150-157
- ↑ Abalain (H.), Histoire de la langue bretonne, emb. Gisserot, 2000, p.37
- ↑ 11,0 ha11,1 Hervé Abalain, Le français et les langues historiques de la France Par Hervé Abalain, emb. Gisserot, 2007, p. 276
- ↑ Diwar F. Broudig, Brud Nevez, niv. 274, 2009, p. 38
- ↑ Ar yech vrezoneg e New York e 2012.. An-Amzair (31 'viz Kerzu 2012).
- ↑ Bretagne.bzh
Pennadoù kar:
Yezhoù keltiek · Yezhoù gouezelek · Brezhoned · Enez Vreizh · Rouantelezhioù brezhon · Hanternoz Kozh
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.
|