Ar Brezhoneg hag ar Feiz A zo breur ha c'hoar e Breizh

Eus Wikipedia

Ar Brezhoneg hag ar Feiz A zo breur ha c'hoar e Breizh zo unan eus krennlavaroù ar vrezhonegerien gristen. Brudet eo bet gant Bleun Brug Yann-Vari Perrot. Koshoc'h eo al lavar avat.

Rimadell[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Savet eo gant div werzenn a seizh silabenn pep hini.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Hen adkavout a reer e 1876 war bajenn-dal an Nouveau Dictionnaire pratique Breton-Français du dialecte de Léon, gant A.-E. Troude, skrivet evel-hen: Ar brezounek hag ar Feiz A zo breur ha c'hoar e Breiz.
Ha goude he varo
Pell c’hoaz e komzo,
Keit ha ma vo e Breiz,
Ha Brezonek ha Feiz[1].

Diwezhatoc'h eo e voe adkemeret gant Yann-Vari Perrot.

Hiziv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant ar ger-stur-se e c'haller muzuliañ hiriv ar c'hemmoù bras c'hoarvezet e Breizh abaoe ar c'houlz-se.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]