Mont d’an endalc’had

Gwiñver

Eus Wikipedia
Gwiñvered

Ur gwiñver rous
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Rodentia
Kerentiad : Sciuridae
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Ar gwiñvered, pe kizhier-koad, pe razhed-koad, pe bisiged ruz, a zo bronneged krignerien, krenn pe krennik, eus ar c'herentiad Sciuridae.

Greun a zebront koulz ha mez, kraoñ, kistin ha finij. Ral eo dezho debriñ amprevaned pe vioù, pe evned bihan, rak n'int ket kigdebrerien. Douar a c'hallont debriñ ivez.

En holl gevandirioù eo ar gwiñverioù evit an ekoreizhiadoù dreist-holl pouezus abalamour d'o mod da vevañ: « disoñjal  » a reont greun a vez o c'herviñ, hag o c'herviñ gwelloc'h choazh ma vezont douaret a-wechoù ha lakaet e darempred gant togoù-touseg gant al loened-se.

Peurvuiañ e vez graet gant ar gwiñverioù etre unan ha daou dougennad babiged a-hed ar bloaz. Cheñch a ra an niver a vugale en dougennoù- se diouzh ar spesad . Daoust ma gan ar re vihan an deiz hep feur all ha divent kreskiñ a reont buan evit en em gavout en neuz a anavezomp.

E-touez ar spesadoù gwiñvered emañ:

...

Spesadoù 'zo, ar gwiñvered-nij, a c'hell plavañ a-drugarez d'ur groc'henenn stag etre o favioù.


Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger gwiñver er
wikeriadur, ar geriadur frank.